Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A19. Darev ha prest

Distreiñ d'al listenn

Lennet am eus bet alies frazennoù evel homañ :
*Pa voe darev, e kemeras e wetur, gant an implij eus darev e-lec'h prest, marteze gant aon da skrivañ ur ger amprestet — er Grennamzer — digant ar galleg, ar pezh am boa kavet fentus ha diaviz war un dro.
Ar ger darev (= mûr), kar da zaou c'her all, darbet ha darvoud, a vez implijet e Nord ul linenn Landernev-Korle evit an eost, ar frouezh, tra ma vez implijet ar ger azv pe gerioù deveret er Su. Daou ster all en deus c'hoazh : un tamm e pep lec'h, e sinifi ivez tommet mat, kras, abaf, leun (evit an dud), da lâret eo mezv tamm pe damm ; e-se eo dizaliet kemer e wetur ur wech ma ver darev. War aodoù Bro-Gwened e tal kement ha poazh, evit ar boued.
Setu ne c'heller ket implijout ur ger all estreget prest er frazennoù-mañ :
Prest eo merenn, tudoù !
Prest eo da sac'h ganit ?
Prest out, Aline ?
Ha ma botoù, n'int ket prest c'hoazh ?

An dro-lavar darev da a vez klevet alies ivez, mes gant ur ster disheñvel diouzh hini prest da : darev da a sinifi emaer en hent mad d'ober un dra bennak, eo boulc'het an ober tamm pe damm (= en bonne voie pour, parti pour, sur le point de...) :
Hemañ zo darev da chom da ruzañ e-pad an deiz ! (evel ma eo partiet, ne ray nemet ruzañ !)
Darev eo da vanne kafe da glouaraat. (emañ o klouaraat tamm ha tamm.)
Darev eo da vont kuit, rak klevet 'm eus trouz e wetur. (Gant prest eo da vont kuit, e c'heller soñjal en deus prientet ar peadra evit mont kuit : kempennet eo, gwisket eo, prest eo e sac'h-beaj, etc., ha bremañ e rank gortoz un taksi.)

Un dra ziwezhañ : du-mañ 'm eus bet klevet hini pe hini deus ma zud o lâret, goude bezañ taolet ur sell war un tamm kig pe ur gwign a oa oc'h echuiñ poazhañ er forn : Hemañ zo darev da vezañ prest, d.l.eo e vanke dezhañ ur pennadig bihan hepken a-raok bezañ prest.

Da welet ivez : ALBB, P. le Roux, kartennoù 112 (mûr) ha 529 (cuit).