A18. Dav eo saveteiñ ar verb gallout (2)
Kement ha kendelc'her gant ar memes danvez hag er sizhun paseet, deomp un tammig pelloc'h war an implij a vefe mad ober eus ar verb gallout/gellout.
Daou ster disheñvel en deus ar verb-se, evel ar verb galleg pouvoir :
1. Gallout ober = bezañ gouest/kap/kat d'ober, gant e gorf, gant e spered, gant an ostilhoù a zo..., da skwer : Ne 'm boa ket gallet distokañ ar sac'h deus an douar, ken ponner ma oa.
2. Gallout ober = asantiñ ober, bezañ laouen/kontant d'ober, da skwer : E c'hellit tostaat un tammig, pa ne ve nemet da glevet gwelloc'h ?
Lakaet eo bet ar verb-se gant F. Kervella e renk ar verboù damskoazellañ, evel rankout, dleout, mont. Ur perzh ispisial o deus holl : e c'heller a-wechoù implijout anezho e penn ur frazenn, da skwer : E ranker bezañ sod evit kontañ fout petra d'an dud evel ma ra hennezh ! (ha n'eo ket *rankout a reer bezañ sod...)
Evit ar verb gallout, ez eo gant an eil ster (asantiñ) e vez implijet e penn ur frazenn ar peurliesañ :
E c'hellez prestiñ da stilo din ?
E c'hellan sevel ur c'hardeur abretoc'h da gas ac'hanout d'an treñ, mar karez...
E-kichen se, e vo klevet :
Gallout a ran bale un tammig ar sizhun-mañ.
Gellout evañ ur banne, pebezh plijadur ! (F.K., § 249)
Un nebeud implijoù all :
− Mont a ri da Vontroulez a-raok an noz, memestra ? − Ya, mar gallan.
− N'eo ket ho preur am boa gwelet gant ur vignonez, dec'h ? − A c'hell bezañ... (a vez implijet aliesoc'h eget « posupl eo »)
Ar peurliesañ e vez implijet ar verb gallout dirak un anv-verb, nemet e c'heller implijout anezhañ dirak ur strollad-anv amresis :
Ne c'hellan ket kalz a dra evidoc'h.
Da lenn ivez : F. Kervella, Yezh., § 249, 274.