A17. Dav eo saveteiñ ar verb gallout (1)
N'eus ket keid-all em boa lennet ur gemennadenn a-berzh studierien hag a glaske nivereliñ oberennoù A. Duval. E korf c'hwec'h linenn em boa kavet teir gwech ar stumm « tu zo da... »
Ma 'z eus un dro lavar levezonet don gant ar galleg, ez eo hennezh, peogwir eo bet levezonet div wech : ur wech kentañ, pa eo bet amprestet gant ar bobl an dro-lavar c'halleg il y a moyen de..., hag implijet dindan ar stumm moaien zo da..., hag un eil gwech pa eo bet kavet re c'halleg gant gallegerien lennek, o deus troet anezhi tu zo da...
An tu (kaout, klask, kavout, gouzout an tu) a sinifi ez-resis le truc, l'astuce, le bon procédé, l'art et la manière :
N'eus tu ebet da zibrennañ an nor.
Mamm-me he doa an tu d'ober krampouezh moan.
Un tu zo da c'hwezhañ an tan er forn-se, a ranker deskiñ.
Mes ne c'heller ket lavaret tu zo war zigarez ma soñjer on peut = y a moyen e galleg. Frazennoù evel *tu zo deoc'h tostaat un tammig ?, *tu zo dezhañ sammañ ouzhpenn daou-c'hant livr war e gein, *tu zo deoc'h da chom didrouz ?, am eus bet klevet, zo euzhus, estren d'ar brezhoneg.
Ar pezh a vez klevet eo kement-mañ :
E c'hellit tostaat un tammig ?
Gallout a ra/eñ a c'hell sammañ daou-c'hant livr war e gein.
E c'hellit ober peoc'h ?
E c'heller soñjal e lavarer tu zo da... evel ma lavarer amzer zo da..., koñje zo da..., ezomm (dober, afer) zo da..., etc. Pezh zo, atav e vez lavaret : amzer am eus da..., koñje en deus da..., ezomm ho peus da..., ha morse *amzer zo din da..., *koñje zo dezhañ da..., *ezomm zo deoc'h da... !
Alies eo bet graet an amprestoù digant ar galleg evit kaout ur stumm berroc'h, hag aesoc'h da implijout, evel nompas + anv-verb e-lec'h mirout a + anv-verb. Ma, amañ bepred n'eo ket simploc'h lavaret *ne vefe ket tu dezhañ da zeskiñ un tamm brezhoneg ? eget n'ellfe ket deskiñ un tamm brezhoneg ? : eizh silabenn brezhoneg fall e-lec'h teir silabenn brezhoneg yac'h, pesort gounit zo aze ?
Da lenn, hep mank : Jul Gros, levrenn 2, dindan ar ger TU.