A16. Ur bajenn ouzhpenn e levr bras ar c'hemmadurioù
Lennet e vez er yezhadurioù e ranker ober ur c'hemmadur dre vlotaat – klok pe diglok – en anoioù hag en anoioù-gwan a zeu da heul an anoioù gwregel unan hag an anoioù tud gourel lies : da skwer, ur plac'h Vihan, un daol Goad, ur volotennad C'Hloan, mevelien Vras.
Mes al lezenn-se n'eo ket gwir ha ne vez ket graet ar c'hemmadur morse pa zeu an anv kentañ diwar ur verb ha pa glot an eil ger gant renadenn-dra ar verb-se :
Dastum gwerzioù a ro evel-se : dastumerien gwerzioù,
Debriñ panez a ro : debrerien panez (Tud Menez Are evit Arvoriz pinvidikoc'h),
Nezañ gloan a ro : un nezerez gloan.
Ne vez ket lavaret : *dastumerien werzhioù, *debrerien banez, *un nezerez c'hloan.
Hag evit difaziañ daou bennad am boa lennet n'eus ket keid-all :
Gwerzhañ petrol a ro : ar werzherien petrol (ha neket *ar werzherien betrol),
Lonkañ gwin a ro : al lonkerien gwin (ha neket *al lonkerien win).
War ar memes patrom e kaver ivez : ur varc'hadourez greun, toerien plouz, botaouerien koad, labourerien douar, hep kemmadur en eil anv. Amañ n'eo ket renadennoù-tra ar verboù ober marc'had, toiñ, botaouiñ, pe labourat a gaver war-lerc'h an anv kentañ, mes renadennoù-danvez.
Dav mat eo ober an diforc'h etre kizellerien koad (tud hag a labour war ar c'hoad), ha kizellerien goad (?) a c'hellfe bezañ delwennoù koad, evel ma vez kavet un nor goad, ur ganetenn goad, etc. Hag er memes mod, ober an diforc'h etre : milinerien, laeron bleud (ar vrud o doa da laerezh bleud) ha laeron-vor (ha ne laerent ket ar mor, alese ar c'hemmadur).
Arabad krediñ e tal ar reolenn-mañ evit kement anv gwregel heuliet gant ur renadenn-danvez : ar peurliesañ n'eo ket gwir evit ar mekanikoù, ha lavaret e vez, ez-reoliek, ur vilin zour, ur vilin vor (= moulin à marée).