A15. Emañ e penn ur frazenn, evit un dra a zo o paouez tremen
Ar sizhun-mañ e komzin eus un implij eus emañ, evit un dra ha ne oa ket gwir ur pennadig a-raok. Lakaet e vez ar verb war-wel e penn kentañ ar frazenn pe al lavarenn, mes n'eus ket kaoz eus an implij-se gant F. Kervella en e yezhadur, hag a-vec'h ma kaver div skwer e J. Gros.
Emañ ar c'hleier o son, voilà les cloches qui sonnent (J.G., levrenn 3, p. 71)
Evel m'en devez debret an tamm diwezhañ, emañ er-maez, dès qu'il a mangé le dernier morceau, le voilà dehors (J.G., levrenn 3, p. 82)
Ha setu skwerioù all am eus bet klevet :
Setu 'mañ brav an amzer adarre ! (Goude ur barr, pemp munut a-raok ne oa ket gwir)
Emañ degouezhet, an hini e oamp o c'hortoz. (Taoler evezh en diforc'h ! Degouezhet eo : aze emañ, n'ouzer ket abaoe pegoulz ; emañ degouezhet : just emañ o paouez degouezhout.)
Emañ klouar da gafe, ev anezhañ buan 'ta ! (Da lâret eo : n'eo ket tomm ken, ma karjes bezañ evet anezhañ diouzhtu, e-lec'h kontañ prepozioù...)
An implij-se a vez klevet un tamm e pep lec'h, ha n'en deus netra da welet gant an implij ledan eus emañ a gaver tro-dro da Rostrenn, lakaomp.
Ma oan e-soñj komz eus ar mod-se da implijout emañ, ez eo peogwir eo un doare naturel din da verkañ un ober a zo o paouez c'hoarvezout hag em eus en em rentet kont e ran un implij stank deus outañ gant ma bugale vihan : pa vezont o klask sevel un tour gant tri gub, kerkent e kouezh, hag ec'h estlamman : 'Mañ koue'et, an tour ! Ha memes tra pa gouezh unan anezhe war he revr goude pevar pe bemp kammed : 'Mañ koue'et, ar plac'hig !
Pa deuer a-benn da dennañ ur c'hoariell bennak deus ur voest, etc. : 'Mañ deuet, an azenn !, 'mañ deuet, ar porc'hell ! etc.
Mechañs e c'hello ar pennad-mañ sikour ar mammoù hag an tadoù, hep ankouaat ar mammoù-kozh hag an tadoù-kozh, pa reont war-dro o ribitailhoù !