Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A14. Etre : araogenn displeget pe get ?

Distreiñ d'al listenn

Displegadur an araogenn etre zo pennkaoz d'un toullad mat a fazioù, ha setu peseurt hentenn e ranker heuliañ.

A) Etre zo stag ouzh ur strollad (tud, traoù, daou da nebeutañ, ul liester bennak, ni, c'hwi, int). Evit ar raganoioù lies e vez displeget etre atav :
(Ar vugale) Ingalet e vo etre ar vugale.
(ni) An dra-se a chomo etrezomp.
(c'hwi) Prenit ar bilhed loto-se etrezoc'h mar karit.
(int) Bec'h 'oa savet etreze.

B) Etre zo stag ouzh daou strollad, dispartiet pe liammet gant ar stagell ha(g). E pep strollad e c'heller kaout un elfenn (den, tra, etc.) pe meur a hini, en o zouez ar raganoioù me, te, eñ/hi, ni, c'hwi, int.
Morse ne vez displeget etre neuze :
Etre eñ hag hi, etre ni ha re Lannourzel, etre te ha da vreur, etc.
Ar bommoù amañ da heul zo e-touez ar re washañ evit divskouarn ur brezhoneger :
* Etrezout ha me...
* Ne oa ket ur rahouenn etrezañ hag an daol...
* ... ober al liamm etrezo hag ar re yaouankoc'h.
ha da vezañ difaziet evel-henn :
Etre te ha me...
Ne oa ket ur rahouenn etre eñ hag an daol...
... ober al liamm etre int/ar re-se hag ar re yaouankoc'h.

C) Ar fazioù-se a oa stank dija tri-c'hant vloaz zo gant an deskarded, rak gant Gregor Rostrenn (penn kentañ ar bloavezhioù 1700) ez eus displegadennoù hir war ar mod da dreiñ entre nous, entre lui et elle, etc.
Ar studiadenn diwezhañ am eus lennet war etre a oa e levr R. ar C'hoadig war brezhoneg Goueloù, hag a veneg displegadur etrezomp, etrezoc'h, etreze, dindan ar stumm intrehoñm, intrehoc'h, intrehe, mes ne vez ket displeget etre en tri gour unan.

Da lenn ivez : Gregor Rostrenn, Geriadur, dindan ar ger « entre ».