Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A13. An adverb ken hag e renadennoù

Distreiñ d'al listenn

Buan e tremenin war renadennoù kustum an anoioù-gwan en derez kevatal : lavaret e vez gant an holl ken du hag huzil, ha neket *ken du eget huzil, ha meur a wech em eus bet klevet an diviz-mañ, pa sifernie ur gwaz bennak :
– Doue d'ho pennigo !
– An diaoul ma sikouro
Hag a raio ma bez (=biz)
Ken tev ha ma botez.


Setu bremañ teir frazenn sius am eus kavet a-hed ma lennadennoù :
a) *N'em bije ket soñjet kaout un iliz ken bras ha se.
b) *Dister eo ar ger rekis dre ma embanne a-wezhioù traoù na oant ket lennegezh pe ken talvoudus a se.
c) *Ur wezenn kant vloaz d'an nebeutañ ken bras hag e vezer bamet o sellet outi.

Setu ar pezh a skriv F. Kervella, §563 : « Ar gerioù se hag all a gemer lec'h ur frazenn genveriañ hep ma vije ezhomm da lakaat ha dirazo. » Evit ar frazennoù a) ha b) e klever mad ken bras-se ha ken talvoudus-se er yezh komzet, hep tamm ha nag a, ha taol-mouez ken bras-se zo kreñv war bras.

Er frazenn c) ez eus ur frazenn geñveriañ gant ur verb displeget. E ranker neuze implijout hini pe hini eus an daou stumm-mañ :
Ken bras... ma... pe : ken bras... ken..., ha setu an teir frazenn difaziet :
a) N'em bije ket soñjet kaout un iliz ken bras-se.
b) Dister eo ar ger rekis dre ma embanne a-wezhioù traoù na oant ket lennegezh pe ken talvoudus-se.
c) Ur wezenn kant vloaz d'an nebeutañ ken bras ma vezer/ken bras ken e vezer bamet o sellet outi.

Ha setu div frazenn reizh all gant ar ger all deus un tu, gant an araogenn a deus un tu all :
Kaer eo iliz Sant-Loeiz e Brest, mes un iliz ken kaer all a gaver e Langast. (taol-mouezh war all er stroll ken kaer all = tout aussi belle.)
Ne vimp nemet pevar da goan ? Gwell a se, brasoc'h a se e vo lodenn pep hini ! (= d'autant plus grande)

Da lenn ivez : F. Kervella, Yezhadur Bras, §463, 563, 793.