A12. Apprendre = deskiñ ? Hopala, diwallit !
Setu ar seurt frazennoù a vez kavet da lenn bremañ, gwech ha gwech all :
* hag e teskis e laboure e Skol-veur Roazhon.
* En ur gomz gantañ e teskomp eo genidik eus Loudia.
* Desket 'm eus e vefe ur vodadeg dilun...
Perak eo diaes da zivskouarn ur brezhoneger klevet an teir frazenn-se ?
E brezhoneg, e c'heller implijout ar verb deskiñ pa vez dav ober gant ar memor : deskiñ ur gentel, deskiñ ur ganaouenn, pe pa ranker tapout ur varregezh ouzhpenn : deskiñ bale, deskiñ mont war velo, deskiñ ur vicher pe un dro-vicher. E galleg eo ar verb apprendre a vez implijet neuze.
Pezh zo, e galleg e vez implijet ar ger apprendre ivez pa vez kaoz eus ur c'heloù, un nevezinti, un degouezh ; padal, e brezhoneg ne c'heller ket *deskiñ ur c'heloù ! Evit ur c'heloù bennak, e vo lavaret ingal ar mod m'eo deuet betek ennoc'h : lenn, klevet, gwelet war an tele, etc., setu e vo lavaret :
Klevet 'm eus/lennet 'm eus war ar journal e oa marv X..., ha n'eo ket : *desket 'm eus...
Klevet 'm eus lâret/deuet betek ennon e vefe ur fest-noz disadorn...
Evit an teir frazenn uheloc'h, e vefe :
Hag e klevis e laboure e Skol-veur Roazhon.
En ur gomz gantañ e klevomp eo genidik eus Lodoeg.
Klevet/lennet 'm eus e vefe ur vodadeg...
Ur ger diwezhañ war ar mod da implijout ar ger deskiñ. E c'heller lâret :
Deskiñ ober un dra bennak da unan bennak, pe : deskiñ unan bennak da ober un dra bennak.
Desket e oan bet da wriat traoù, pe : desket e oa bet din gwriat traoù.
An dra-se, paotred, ho tisko / Da vont da redek er c'hoajo (P. Proux)
Hep ankouaat : An dra-se 'zesko dit ! hag a sinifi dre vras : Mad zo graet dit !