A11. Anv-stroll hag unanderenn
Alies e vezan hegaset gant pennadoù ma vez kaoz enne eus *gwezennoù, *kaolennoù, *siviennoù, ha me 'oar. Evit un tamm mat a draoù (plant, loened bihan, frouezh, etc.) e vez santet e brezhoneg ar stroll da gentañ : gwez, pour, mesper, gwenan, etc., ha goude hepken, an unanenn : ur wezenn, ur bourenn, ur vesperenn, ur wenanenn.
Diwar ar re-mañ, hervez ar yezhadurioù, e c'heller sevel ul liester evit menegiñ un niver bihan deus oute. Hag aze e ranker diwall, rak n'eo ket deus galleg emaomp o komz, gant an enebadur singulier/pluriel tra ken, ma vez lavaret just : une nèfle/des nèfles.
Morse ne 'm eus klevet komz eus *gwezennoù, *pourennoù, *mesperennoù, *gwenanennoù, morse !
Evit komz eus un niver bihan anezho, 'm eus bet klevet ingal :
Lakaat a rin ur wezenn bennak e traoñ al liorzh.
Degas din un nebeudig pour evit ar soubenn.
Kemer ur bozadig sivi evit an hent.
'Lato ne refuzi ket un toulladig mesper !
Evit un nebeud gerioù memestra, dreist-holl pa vezont implijet gant un dalvoudegezh skeudenniñ, e c'heller klevet ul liester a sort-se.
Lavaret e vo :
Ur goumoulenn bennak zo o tont deus ar Gornaoueg.
Un nebeudig koumoul a oa en oabl er mintin-mañ.
Hag e-kichen se :
Bremaik e oa merc'hed Kerbrug o paseal, ha koumoulennoù c'hwezh vad d'o heul.
Er memes mod, e vez lavaret :
Gwelet a raer ar stered en noz-mañ, ha :
E c'heller lâret e touge honnezh (gwreg un admiral) steredennoù he gwaz.
Ur voutailh steredennoù evit ur voutailh ul litr.
Komzet e vo ivez deus plu ur yar, mes deus pluennoù erc'h, deus greun gwinizh-du pe segal, mes deus greunennoù ur chapeled, deus skant ur pesk, mes deus skantennoù war ar c'hroc'hen goude un taol-heol.
Ar peurliesañ e kaver un niver bihan : pep a goumoulenn gant merc'hed Kerbrug, moarvat, etre 2 ha 5 steredenn evit un admiral, 6 steredenn evit ar voutailh. Mes arabat implijout al liester-se hep kont hag hep muzul !