Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A9. Flemmañ, dantañ, pikañ

Distreiñ d'al listenn

E galleg, p'ho peus bet afer deus ur c'hi drouk, ur wespedenn, ur bod drein, pe n'eus forzh petra en deus laosket roudoù war ho kig tener, evit choaz ar verb da implijout e rankit sevel ar goulenn-mañ ouzhoc'h hoc'h-unan : daoust hag-eñ e oa un dra bik hepken, pe javedoù o serriñ warnoc'h ?
Ma 'z eo ur spilhenn, spern du, ur wespedenn, linad, e respontoc'h : piquer.
Ma 'z eo ur c'hi, un naer, ur c'hrouadur, e respontoc'h : mordre.

E brezhoneg e vez soñjet en un doare disheñvel evit ober an dibab verboù :

Da gentañ, daoust hag-eñ ez eus bet broudet un ampoezon pe un drenkenn pe ur binim bennak ennoc'h gant al louzaouenn pe al loen ? Ma 'z eo ya ar respont, e rankit implijout ar verb flemmañ :
Flemmet on bet gant ur wenanenn, diwall da vezañ flemmet en ur vont e-mesk al linad, ar Brizh kozh a oa bet flemmet gant un naer-wiber, etc.

Ma n'eus bet nag ampoezon na binim na trenkenn, neuze e rit ar memes goulenn hag e galleg : un dra bik pe javedoù ?
Evit un dra bik ec'h implijoc'h pikañ, ar peurliesañ : ur spilhenn, un nadoz, al lann, ar spern du, kelien zo, an draez a bik.
Ma ve javedoù o serriñ warnoc'h, ec'h implijoc'h krogiñ, pegiñ, dantañ : kroget on bet gant ar c'hi, ar plac'h vihan a oar krogiñ evit en em zifenn.

Evit gouzout resisoc'h e pelec'h e vez implijet hini pe hini eus an tri verb krogiñ, pegiñ, dantañ, ec'h alian deoc'h mont da glask en Atlas Linguistique de Basse-Bretagne, gant P. Ar Rouz, kartenn 417, mordre (en parlant d'un chien).

Evit teodoù milliget an dud, e vo implijet ar ger flemmañ ivez !