A8. Stumm boas ar verb bezañ/bout
Setu un nebeud frazennoù direizh am eus pennaouet amañ hag ahont :
a) *Dek vloaz eo Kellig pa vez kaset da di e vamm-gozh.
b) *Hag un endervezh kaer a viz Here, (...) setu ma vez sachet e evezh gant un trouz digustum.
c) *Da eizh vloaz e vez kaset d'ar pañsion evit ar wech kentañ.
Perak eo sius ar frazennoù-mañ ? F. Kervella a skriv : « Ar verb BEZAÑ hag ar verb EN DEVOUT o deus, en amzer vremañ hag en amzer amdremenet stummoù a-ratozh evit merkañ ar boaz, an hirbadelezh pe an ober alies » (Yezhadur, §192).
Bep bloaz e vezan gant ar paz e-kreiz ar goañv. (boaz)
E Bombay e vez glav e miz Gouhere penn-da-benn. (hirbadelezh)
Pa vezan skuizh e yan da gousket. (boaz pe ober alies ?)
Padal eo bet kaset Kellig da di e vamm-gozh pa oa dek vloaz e a) : n'eus na boaz, nag hirbadelezh, nag ober alies. Er frazennoù b) ha c) ez eo ar memes tra : un endervezh a viz Here, hag evit ar wech kentañ a verk mad ne dremen an ober nemet ur wech, setu ne c'heller ket implijout ar stumm boas.
Penaos difaziañ an teir frazenn-se ? Kinnig a ran :
a) Dek vloaz eo Kellig pa gaser anezhañ da di e vamm-gozh.
b) Un endervezh kaer a viz Here, setu un trouz digustum o sachañ e evezh/eo bet sachet e evezh gant un trouz digustum.
c) Da eizh vloaz e kaser anezhañ d'ar pañsion evit ar wech kentañ/eo kaset d'ar pañsion...
Da lenn ivez :
F. Kervella, Yezhadur Bras, §192 ha §206.