A7. Perc'henniezh
Alies e vez graet fazioù bremañ pa glasker merkañ ar berc'henniezh war un dra, ha frazennoù direizh a-seurt gant ar re-mañ a c'heller lenn :
* perzhioù gwanoc'h a zo ivez d'al levr...
* Loeizañ a zo dezhi ur vuhez leun a virvilh
* (levrioù) Etre 35 ha 45 pajenn a zo dezho.
* 'Oa ket ken sot-se sur a-walc'h, rak pratikoù 'vez dezhañ.
Ur fazi zo, bep gwech, er verb implijet, ha setu ar reolennoù a ranker heuliañ :
1) An dra berc'hennet an hini eo a lak ac'hanomp da zibab ar verb a zegouezh pa vez perc'henniezh.
2) Pa vez resis an dra berc'hennet e vez graet gant ar verb bezañ hag an araogenn da :
Ar gontell-mañ zo din.
Ti ma zud a oa da'm breur betek warlene.
3) Pa vez amresis an dra berc'hennet e reer gant displegadur ar verb kaout :
Ur gontell 'm eus.
An 2 cv gozh-se zo din, mes ur BMW nevez 'm eus a-hend-all.
E c'heller sevel an daolenn-mañ :
| Tra berc'hennet | Verb implijet |
|---|---|
| resis | bezañ + da |
| amresis | kaout |
Un nebeud gerioù abstret, hag a verk santadurioù pe gwirioù dreist-holl, a c'houlenn ar verb kaout evit a dra ma 'z int resis : ar gwir, an droed, ar goñje, ar blijadur, ar chañs, etc. :
Ar blijadur 'm eus bet d'ober anaoudegezh ganti.
Pa deuin en-dro deus ti an tenner-dent ne c'hellin ket chom da gaozeal ganez gant ar boan am bo, moarvat.
Ha setu ar peder frazenn gentañ, ur wech difaziet :
Perzhioù gwanoc'h en deus ivez al levr.
Loeizañ he deus ur vuhez leun a virvilh.
Etre 35 ha 45 pajenn o deus / zo enno.
'Oa ket ken sot-se sur a-walc'h, rak pratikoù en devez / en deus.
Lenn ivez :
Yezhadur Diwan, L. Kergoat, Ch. 23, « perc'henniezh ha dalc'h ».
F. Kervella, Yezhadur Bras, § 611bis.