Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A5. A, eus, ouzh, diouzh, deus

Distreiñ d'al listenn

Un tamm mat a fazioù a vez graet bremañ en ur implijout eus, ouzh, diouzh. Dre vras e c'heller lakaat ar stummoù a gemeront e lec'h-mañ-lec'h da glotañ an eil re gant ar re all en ur heuliañ an daolenn-mañ :


Brezhoneg klasel, Aodoù Leon, GoeloKerne, TregerGwened
a, eusdeusa
ouzhdeusdoc'h
diouzhdeusdoc'h


Stummoù all a vez klevet ivez : dac'h, douz, oc'h, dioc'h, etc.

Fazioù a vez graet ar peurliesañ gant tud (Tregeriz pe Kerneviz) hag a glev deus e kement degouezh a zo hag a glask implijout ar stummoù klasel memestra :
a) *An trede abadenn a vo kaset da benn gant ar gompagnunezh Arvest, a ziskouezo pegen tost e c'heller bezañ eus e varc'h hag ar pezh a c'heller lakaat anezhañ d'ober.
b) *A bouez bras eo gouzout lenn an hunvreoù. Sur on ouzhin.
c) *N'eo dispartiet burev ar gelennerien sport ouzh gwisklec'h ar merc'hed nemet gant un tamm speurenn danav.

Dav eo o difaziañ evel-henn : tost ouzh e varc'h, sur on ac'hanon, dispartiet... diouzh..., ma heulier ar brezhoneg klasel, ha tost deus e varc'h, sur on deus ouzhin/deus oudon, etc., dispartiet... deus... ma heulier brezhoneg Kerne, lakaomp. An dud a implij deus a gustum displegañ anezhañ gant un eilaraogenn, ouzh ar peurliesañ : lavaret e vez deus ouzhin evel ma vez lavaret betek ennon, a-enep din, etc. Tud zo a denn deus hag a lez ouzhin hepken, pezh a zegas ur fazi alies. Rak gwelloc'h eo lavaret pellaat deus outo, ha pa n'eo ket bet degemeret ar stumm-se e brezhoneg skrivet e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, eget lavaret *pellaat outo, a zo ur fazi e-keñver ster ar verb pellaat hag an araogenn ouzh.

Lenn ivez : F. Kervella, Yezhadur bras, § 626-627