A1. Eo pe ez eus ?
Diaes eo evit ur galleger ober un diforc'h etre ar stummoù eo, ez eus, emañ, e vez pa n'eus nemet ur stumm e galleg : il, elle est.
Diskouezet e vez mad er yezhadurioù an diforc'h a vez graet etre EO hag EZ EUS e frazennoù evel ar re-mañ :
a) Gwelet EO bet AR c'hi o vont betek porzh an amezeg.
b) Gwelet EZ EUS bet UR c'hi o c'haloupat war-lerc'h ar c'hizhier.
Pa vez resis ar rener (ar c'hi), e lakaer EO. Pa vez amresis (ur c'hi), e lakaer EZ EUS (pe ZO, dreist-holl e Kerne ha Treger). Er frazenn b) e c'heller soñjal evel e galleg, « on a vu… », hag e teu ur c'hi da vezañ renadenn ar verb gwelet, dic'hour.
Pa vez lakaet ul lavarenn da renadenn ar verb (frazennoù o klotañ gant ar galleg « on a vu que…, on a dit de…, on a suggéré de… », etc.) e ranker implijout EZ EUS/ZO, hag er stumm nac'h N'EUS :
Gwelet ZO bet e oa bet nevez-kempennet an hent.
Meur a wech ZO bet lavaret mont da votiñ.
N'EUS KET bet aliet dit gant da wreg reputiñ da votoù ?
Ha setu div pe deir frazenn, pennaouet ganin em lennadennoù, gant pep a fazi :
*Goulennet eo bet ganin kontañ, ha gant Cathe ivez. Kontañ petra ?
*Kavout a reer John de Wolfe e Londrez. Goulennet eo bet gantañ gant Richard Kalonleon seveniñ ar garg nevez krouet a « Crowner of the Verge ».
*Pa 'm eus kinniget fardañ un eil eo bet roet din da gompren e oa gwelloc'h chom hep ober.
Da ziwall zo, memestra : lavaret e vez, ez reizh :
N'eo ket lâret e vefe glav (= il n'est pas dit que…), d.l. eo : n'eo ket sur e vo glav, e-kichen :
N'eus ket bet lâret e vefe glav (= on n'a pas dit que…).
Lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, § 206. M. Glanndour, Al Liamm n° 207.
Yezhadur eil derez Diwan, Kergoat-Gourmelon-Favereau, ch. 18-19.