TES – Ti-embann ar skolioù

Lec'hiennoù tematek Distreiñ d'al live a-us

Naig Rozmor : Al lorc'h hag ar vezh

« Al lorc'h hag ar vezh, tro-spered ar Vretoned », teul-web. Deomp gant Naig Rozmor d’ober un tamm tro en amzer dremenet e Bro-Leon. Ar varzhez vrudet a gonto deomp penaos e oa buhez an dud d’ar c’houlz-se ha penaos e soñjent : « Aze emañ an dalc’h, n’eus nemet an daou c’her stur : al lorc’h, hag ar c’hontrol eus al lorc’h : ar vezh. An daou c’her stur o deus stummet tro-spered ar Breton, dreist-holl e Bro-Leon. »

Ar Brezel bras

Ul lec'hiennad dielloù diwar-benn ar Brezel-bed kentañ : pennadoù kazetennoù, fotoioù, lizhiri, enrolladennoù, filmoùigoù...

Frankiz

Un teul-web savet diwar ar pezh-c'hoari Frankiz – Ar Vretoned er brezelioù (1830-1962) savet gant Ar Vro Bagan. Div lodenn eus ar pezh-c'hoari zo lakaet war wel : brezel Aljeria ha brezel Indez-Sina.
Mod implij : klikit war ? er bajenn degemer.

Korn ar vugale

Un doare aes da gavout war-eeun c'hoarioù ha poelladennoù niverel TES hep furchal e-barzh al lec'hienn, evit aesaat al labour a-stroll hag al labour emren er c'hlas. Da c'hoari enlinenn.

Skeudennaoueg TES

Un dastumad tresadennoù bet graet gant Malo ar Menn abaoe bloavezhioù evit oberennoù TES. Lakaet eo bet war lec’hienn TES evit reiñ ostilhoù d’ar skolaerien : evit labourat war ar c’heriaoueg diazez ; evit krouiñ dafar : c’hoarioù, fichennoù..., rak ar skeudennoù a c’hell bezañ pellgarget.

Dastumad enrolladennoù TES

Un dastumad eus an enrolladennoù a gaver e-barzh oberennoù TES. Aesoc'h e vo kavout anezho ! Palioù : selaou ha kompren tud a bep seurt ; selaou displegadennoù o tennañ da veur a zanvez : istor, geografiezh, lennegezh...

Korn ar pezhioù-c'hoari

Pezhioù-c'hoari e-leizh zo da bellgargañ war lec'hienn TES. Bodet int bet war ar bajenn-mañ abalamour da gavout anezhe aesoc'h.

Geriaoueg TES

Un dastumad eus ar gerioù teknikel implijet el levrioù embannet gant TES.

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

Laouen eo TES o kinnig deoc’h kentelioù yezhadur Yann Gerven. Skrivagner eo Yann Gerven ha kelenner war ar matematikoù e oa. Embannet e vez e notennoù-yezh e-barzh ar gazetenn YA !