Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Yannig e zaou wenneg (kontadenn)

Gant strollad C'hoarierien Bro-Dreger
Tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD)

Ur pezh-c'hoari tennet eus ar gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel, kempennet gant Goulc'han Kervella.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

A-RAOK C’HOARI

An Displeger
Selaouet hag e klevfet,
Mar karet e kredfet,
Mar karet ne gredfet ket,
Setu ar pezh ’m eus da lâret.
Ur wezh e oa en Ploubêr ur paotrig manet hep tad na mamm,
hag a veve diwar an aluzen,
o vont bemdez da glask e vara a zor da zor.
Un deiz, un aotrou o tremen war an hent bras.


DIVIZ 1

Yannig. — An aluzen mar plij ! An aluzen !

An Aotrou. — Dal ! Daou wenneg.

Yannig. — Daou wenneg am eus ! Daou wenneg am eus ! Daou wenneg am eus !

An Displeger. — Redek a ra dre gêr oc’h embann a-vouezh kreñv en deus bet daou wenneg. E stal ur marc’hadour mezher eo en em gavet.

Yannig. — Dilhad nevez, mar plij !

Ar Marc’hadour. — Bezañ hoc’h eus arc’hant, ma faotr ?

Yannig. — Ya, sellit !

An Displeger. — Dispakañ a ra e zaou wenneg.

Ar Marc’hadour. — It a-raok, Yannig e zaou wenneg.

An Displeger. — Bountañ a ra anezhañ er-maez eus ar stal, m’en em gav Yannig gant kañfarted o c’hoari galoch. C’hoari a ra ganto. Ha koll e arc’hant.

Ar Gañfarted. — Yannig e zaou wenneg ! Yannig e zaou wenneg !


DIVIZ 2

An Displeger. — Yannig a zo degouezhet e-tal ur feunteun. Enni ez eus ur pezh mell touseg. Heug hag euzh en deus ar paotr yaouank outañ.

An Touseg. — N’ho pet ket aon, paotrig, ha deuet da bokat din.

Yannig. — Pokat deoc’h ! Nann avat, me ne bokin ket d’un touseg.

An Touseg. — Pokit din, pa lâran deoc’h, ha me a roio deoc’h aour hag arc’hant, leizh ho kodelloù.

Yannig. — Ha gwir e rofet din aour hag arc’hant leizh ma godelloù ?

An Touseg. — Ya, gwir a-walc’h, hag e c’hallfet neuze prenañ dilhad nevez, ha bara gwenn, hag avaloù, ha per, ha c’hoari galoch kement ha ma karfet.

An Displeger. — Pokat a ra d’an touseg.

Yannig. — Hag an aour hag an arc’hant, pelec’h emaint ?

An Touseg. — Savet ur vilienn a zo aze e-tal ar feunteun, hag e kavfet dindani ar pezh am eus lâret deoc’h, hag e c’hallfet leuniañ ho kodelloù ; met deuet amañ adarre warc’hoazh ar beure, hag ho po kement-all.

An Displeger. — Dibradañ a ra ar vilienn, kavout ar c’huzh. Mont a ra gant an aour hag an arc’hant dre ar straedoù.

Yannig. — Me am eus aour hag arc’hant leizh ma godelloù, sellit !

Ar Gañfarted. — Deus ganin-me, Yannig ! Deus ha me ’harzo laerezh dit da arc’hant.


DIVIZ 3

An Displeger. — En deiz war-lerc’h dirak ar feunteun. Brasoc’h eo an touseg evit an devezh a-raok.

An Touseg. — Erru out, ma faotr Yannig ?

Yannig. — Ya. Kañfarted kêr o deus lamet ma aour diganin ha ne’m eus netra ken.

An Touseg. — N’eus ket a forzh ; deuet da roiñ din ur pok hag ho po adarre aour hag
arc’hant leizh ho kodelloù.

An Displeger. — Un tamm euzh en deus diouzh an touseg. Pokat dezhañ a ra evit afer-se. Ha dao adarre da vrudañ dre holl en deus bet arc’hant. Ma c’hoarvez gantañ an hevelep tra hag en deiz a-raok.


DIVIZ 4

An Displeger. — D’an deiz war-lerc’h dirak ar feunteun. Ken tev eo deut an touseg da vezañ ma ’z eo leun-chouk ar feunteun gantañ. Adarre e rank pokat dezhañ. Ma teu da vezañ ur briñsez ar gaerañ.

Ar Briñsez. — Ma bennozh dit, Yannig ! Ma zennet ’teus eus dindan gazel-ge, rak me ’oa pell amzer a oa dindan stumm al loen lous ’peus gwelet ha barnet da chom evel-se, ken na’m bije kavet ur paotr a ugent vloaz da reiñ tri fok din.

Yannig. — Piv out ?

Ar Briñsez. — Me zo merc’h d’ur roue galloudus-bras ha te a vo ma fried hag a reno goude ma zad.

Yannig. — Da belec’h emaout o vont ?

Ar Briñsez. — Mont a ran bremañ da balez ma zad hag a-benn un devezh hag ur bloavezh, deus amañ adarre e-tal ar feunteun, da-unan ha war-yun.

Yannig. — Ha neuze ?

Ar Briñsez. — Ha neuze e teui ganin ivez da balez ma zad hag e vefomp dimezet hag euredet.

Yannig. — Hag an arc’hant hag an aour ?

Ar Briñsez. — Kemer aour hag arc’hant kement ha ma kari ha na’m ankounac’ha ket. Kenavo !

An Displeger. — Neuze e sav ar briñsez en aer, evel pa devije divaskell ha Yannig a goll ar gwel anezhi. Mont a ra da c’houlenn lojañ en un ostaleri e-lec’h ma zo ur vatezh, Annetig hec’h anv.

Yannig. — Kemerit aour ha arc’hant evidon da vezañ maget ha lojet en ho ti e-pad ur bloaz…

An Displeger. — Tremenet eo an amzer.

Annetig. — Oc’h ober petra emaout, Yannig ?

Yannig. — Ne welit ket ? O kontañ an deizioù emaon.

Annetig. — Petra emaout o c’hortoz ? Deus da dañsal ganin !

Yannig. — N’in ket, Annetig, a-benn nebeut en em gavin gant ma friñsez en-dro.

Annetig. — Ya da, goapaer, ur briñsez a-walc’h ! Pelec’h emañ-hi eta, da briñsez ?

Yannig. — Aet eo da balez he zad, pell-pell ac’hann. Lâret he doa din mont da feunteun Buzulzo en-dro d’he c’haout, ma-unan ha war-yun…

Annetig (outi hec’h-unan). — Kement-se a zo mat. Me ’oar penaos ober evit ma ne erruo ket evel-se !

Yannig. — O ! Warc’hoazh e vo an deiz, warc’hoazh ez in da dal ar feunteun.


DIVIZ 5

An Displeger. — D’an deiz war-lerc’h dirak ar feunteun. Enoeet eo o c’hortoz, naon a zeu dezhañ. Kemer a ra en e c’hodell ur bizenn a zo bet lakaet dre guzh gant Annetig enni.

Yannig. — Evit ur bizenn, n’eo ket a-walc’h evit terriñ ar yun.

An Displeger. — Debriñ a ra anezhi hag en em reiñ da gousket. Hag ar briñsez da erruout.

Ar Briñsez. — Allas ! Debret en deus, ha poket ivez d’ur plac’h bennak, me ’oar re vat.

An Displeger. — Hag hi da skrivañ ul lizher, laosket dezhañ en e zorn. Ha mont kuit. Ha Yannig o tihuniñ.

Yannig. — Allas ! Manet e oan kousket ! Ha bet eo amañ ar briñsez e-keit-se, rak hi he deus lakaet al lizher-mañ din em dorn. Daoust petra a zo merket warnañ ? Ec’h an d’en kas da Annetig da welet.

An Displeger. — En ostaleri. Dont a ra Yannig da ziskouez al lizher da Annetig.

Annetig. — Ac’hanta, Yannig ! Ha da briñsez koant, pelec’h emañ ?

Yannig. — Allas ! Annetig kaezh, manet on kousket hag eo deuet hag aet kuit, hep ma dihuniñ. Met setu ul lizher he deus lakaet din em dorn.

Annetig (o lenn). — « Allas, Yannig, debret ho peus a-raok dont d’ar feunteun. Warc’hoazh e teui adarre, da greisteiz : na debrit ket an disterañ tra ! »

Yannig. — O, warc’hoazh avat ne gouskin ket.


DIVIZ 6

An Displeger. — D’an deiz war-lerc’h e-tal ar feunteun. Enoeet eo Yannig o c’hortoz. Naon en deus. Kavout a ra ur favenn en e c’hodell lakaet enni dre laer gant Annetig.

Yannig. — Evit ur favenn n’eo ket a-walc’h evit terriñ ar yun.

An Displeger. — Debriñ anezhi a ra, hag en em reiñ da gousket. Hag ar briñsez da erruout.

Ar Briñsez. — Allas ! Debret en deus c’hoazh.

An Displeger. — Ul lizher a skriv neuze ha mont kuit. Dihuniñ a ra Yannig.

Yannig. — Allas, kousket em eus c’hoazh !

An Displeger. — En ostaleri. Annetig o lenn al lizher.

Annetig. — « Lezet am eus ganeoc’h un hanter eus ma gwalenn aour. Mont a rin c’hoazh warc’hoazh da un eur goude kreisteiz, evit ar wezh diwezhañ. »


DIVIZ 7

An Displeger. — D’an deiz war-lerc’h e-tal ar feunteun. Enoeet eo Yannig c’hoazh. Kavout a ra ur berenn en e c’hodell.

Yannig. — Evit ur berenn n’eo ket a-walc’h evit terriñ ar yun.

An Displeger. — Hag eñ da gousket. Hag ar briñsez da erruout.

Ar Briñsez. — Siwazh, debret en deus c’hoazh.

An Displeger. — Mont kuit a ra ar briñsez.

Yannig. — Siwazh, kousket em eus c’hoazh.

An Displeger. — E kêr e lak Yannig unan bennak all da lenn dezhañ al lizher.

Un Den. — « Distreiñ a ran bremañ da’m c’hastell aour dalc’het gant peder chadenn a-us d’ar mor ruz. Ma’z oc’h den a galon, deuit da’m gwelout… »

Yannig. — Annetig ! Annetig ! Ret eo din mont bremañ da glask ar briñsez en he
c’hastell aour a-us d’ar mor ruz.

An Displeger. — En em lakaat a ra da vale war an hent bras.


DIVIZ 8

An Displeger. — En em gavout a ra en ur c’hoad bras, ’kichen ur peniti. Un den kozh paour a zeu er-maez anezhañ.

An Ermit kozh. — Na lavar netra ; gouzout a ran emaout o klask priñsez ar mor ruz… me n’ouzon ket pelec’h emañ, met ur breur ermit a zo o chom en ur c’hoad all, daou c’hant lev ac’hann. Hennezh a zo mestr war an holl loened blevek : kae da c’houlenn digantañ pelec’h emañ ar mor ruz.

Yannig. — Met penaos, ma zad ermit, kavout an hent evit mont betek eno ?

An Ermit kozh. — Setu amañ ur voull hag a gaso ac’hanout war-eeun betek ma breur… ne ’to netra d’ober nemet he heuilh. Setu amañ c’hoazh ur podad ongant : n’eus gouli na kleñved ebet ha na vefe yac’haet gantañ.

Yannig. — Trugarez vras ha kenavo !

An Displeger. — Taolañ a ra ar voull ha Yannig d’he heul. En em gavout a ra ur pennad goude e-harz dor ul lochenn e-barzh ur c’hoad bras. Un den kozh a zeu er-maez diouti.

An Eil Ermit. — Demat dit, boull ma breur. Petra zo nevez ?

Yannig. — Demat deoc’h, ma zad ermit, me a zo o klask…

An Eil Ermit. — … ur briñsez hag a zo o chom en he c’hastell aour, a-us d’ar mor ruz. Allas, ma mab, me n’ouzon ket pelec’h emañ ar c’hastell a gomzez outañ. Mestr on war an holl loened blevek, ha marteze unan bennak anezhe a c’hallfe reiñ deomp ur c’heloù mat bennak. Ez an da c’hervel anezhe da welout.

An Displeger. — C’hwezhañ a ra en ur c’hwitell. Deredek a ra al loened blevek. Hini
ebet ne oar pelec’h emañ ar mor ruz.

Yannig. — Penaos e rin neuze ?

An Eil Ermit. — Ur breur all ermit am eus hag a zo o chom en ur c’hoad, tri c’hant lev ac’hann. Hennezh a zo bet lakaet mestr gant Doue war an holl loened pluek, ha marteze e c’hallfe reiñ dit ur c’heloù mat bennak eus ar pezh a glaskez. Setu amañ ur voull hag a gaso ac’hanout betek eno.

An Displeger. — Heuliañ a ra ar voull hag en em gavet gant an deirvet lochenn.

An Trede Ermit. — Demat dit boull ma breur ha dit ivez Yannig e zaou wenneg ! Me ’oar da doare : te az teus delivret ur briñsez a oa dalc’het dindan gazel-ge dindan kroc’hen un touseg. Kollet ez teus da briñsez a zo aet d’he c’hastell aour a-us d’ar mor ruz, hag emaout o klask anezhi.

Yannig. — Kement-se holl zo gwir.

An Trede Ermit. — Siwazh ne ouzon ket pelec’h emañ ar c’hastell aour. Mestr on war an al loened nij hag unan bennak, a gredan, a c’hellfe gouzout pelec’h emañ ar briñsez.

An Displeger. — Gervel a ra gant e c’hwitell. An holl laboused a zered nemet an erer a zo pell war-lerc’h ar re all.

An Trede Ermit. — Perak ne deuez ket te kerkent ha ma glevez da c’hervel ?

An Erer. — Me ’oa pell, pell ac’hann, mestr, er c’hastell aour, a-us d’ar mor ruz. Ar briñsez ac’hane a zo o vont da zimeziñ, warc’hoazh kentañ, hag a zo lazhet kalz a loened a bep seurt, moc’h, leueoù, deñved, evit ar festoù kaer a dle bezañ eno, hag am eus tapet ivez ma lod.

An Trede Ermit. — Neuze ’ta ec’h ouzout pelec’h emañ ar c’hastell aour.

An Erer. — Ya, mestr…

An Trede Ermit. — Ma ! Neuze e vo ret dit kas an den-mañ betek eno, ha diouzhtu.

An Erer. — Ya, mar bez roet din da zebriñ eus ma naon, rak ac’hann di a zo pell.

An Trede Ermit. — Roet vo dit eus da c’hoant.

An Displeger. — Lazhet e voe daouzek dañvad eus re ur jeant hag e voent sammet war gein an erer, troc’het pep hini en pevar zamm. Yannig ac’h eas en e goazez war-c’horre ar c’hig hag an erer a savas neuze en aer…


DIVIZ 9

An Displeger. — Goude un hir a veaj, ha debret an daouzek dañvad hag ouzhpenn-se kofoù-gar ha pastelloù Yannig gant an erer marnaoniet ec’h en em gavont er c’hastell. Pareet eo goulioù Yannig gant ongant ar penitour kentañ. An dud a zo ouzh taol o c’hortoz an eured.

Ar Roue kozh. — D’ho tro merc’h-kaer, lâret dimp ivez un dra bennak.

Ar Briñsez. — Sell aze, un dra a zo ma zad-kaer, hag am laka nec’het : bez’ a zo ur pennad amzer e kollis un alc’hwezig aour ar c’hoantañ a oa war ma zeñzor, hag e lakais neuze ober unan nevez, hag a oa koant a-walc’h ivez. Met sell amañ ’m eus kavet an hini kozh, hag em eus daou bremañ. Pehini a zere din miret, an hini kozh pe an hini nevez ?

Ar Roue kozh. — Enor bepred d’ar gozhni : miret hoc’h alc’hwez kozh.

Ar Briñsez. — Plijadur a ra din ho klevet evel-se ; sell amañ an hini en deus ma delivret ; eñ am eus karet da gentañ hag eñ a vo ivez ma fried.

An Displeger. — Hag e krog en kazel Yannig. Neuze e tiskenn eus an neñv ur c’harroñs eus ar c’haerañ hag e pignont e-barzh. Neuze e voent dimezet hag euredet. Ar roue kozh a varvas hepdale ha setu ma voe lakaet neuze da roue en e lec’h Yannig e zaou wenneg.