Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Santez Trifina hag ar roue Arzur (pezh-c'hoari)

Gant strollad ar Vro-Bagan
Tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD)

Un diverrañ eus lodenn gentañ ar pezh-c'hoari dastumet gant Fañch an Uhel, kempennet gant Goulc'han Kervella.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

DIGORADUR

Erru eo ar c’hoarierien er c’hoariva gwisket en o dilhad-c’hoari, en o raok un talabarder hag ur biniaouer. Pignat a reont war al leurenn, ober an dro anezhi ha dont d’en em renkañ a-benn d’ar sellerien. A bep eil e teuont war-raok da zisplegañ, pep hini d’e dro, an arvest emaer o vont da welet.

An Displegerien
En anv an Drinded, Tad, Mab, ha Spered glan,
Me ho ped, kristenien, da daol evezh bremañ
Buhez santez Trifina hag he breur Kervoura
Hon eus e-pad daou zeiz ar c’hoant da zisklêriañ.
Er bloaz pemp kant hag eizh, ur priñs vailhant ha fur
A oa Roue e Breizh hag e anv Arzhur
Ouzhpenn ma komande war an holl Vretoned
E touge ar gurun en bro an Irlanded.
Ma tibab ur Briñsez eveus an Iberni
Da vezañ e bried da zont gantañ d’e di.
Ar verc’h-mañ ’oa yaouank hag eus ar re vravañ
Ouzhpenn-se ur santez, he anv Trifina.
Mes Kervoura, den fall mar boa war an douar,
A gemer gwarizi eus eürusted e c’hoar
Un tron hag ur gurun a rank da gaout ivez
Hag e spered gant se ne bad na noz na de’.
Abacarus, roue en douar ar Saozon,
A zo klañv da vervel gant lorgnez ha kontron.
Mes kent komañs disklêriañ ar vuhez
E rankomp a galon goulenn sikour an Neñv
Hag evit reiñ grasoù da Zoue hag enor
E fell din ’ve kanet ar Veni Creator.

En em daoler a reont holl war benn o daoulin, savet o divrec’h ganto etrezek an neñv, da ganañ a-unvouezh ar Veni Creator.

Veni, Creator Spiritus
Mentes tuorum visita,
Imple superna gratia,
Quae tu creasti pectora.

An Displegerien
Ha c’hwi, aktored, it d’an telt d’en em wiskañ
Da gomañs hep dale, grit ma vo prest pep tra.

Gant kalz a youc’hadennoù hag a lammoù a levenez e red ar c’hoarierien a bep tu d’al leurenn da vont etrezek an teltennoù da lakaat o gwiskamantoù-c’hoari. Chomet ez eus tri displeger pe brologer war al leurenn, pep a gleze ganto. Bale a reont hed-a-hed al leur-c’hoari, o chom a-sav bep an amzer evit komz goude bezañ saludet an arvesterien gant o c’hleze.

An Displegerien
Kenavo deoc’h-c’hwi holl, me en em denn bremañ.
Setu erru Arzhur hag e wreg Trifina
Hag ivez an Noblañs, priñsed ha baroned
Kenavo ma teuin adarre d’ho kwelet.

Mont kuit a reont tra ma klever sonerezh kaer c’hoariet gant trompilhoù ha kornioù oc’h embann donidigezh ar roue hag e lez.


C’HOARIELL 1

Ar Roue
Me eo ar roue Arzhur, an Aotrou souveren.
Breizh-Izel a zo holl dindan ma gourc’hemenn.
C’hwi bremañ Trifina, va gwir bried fidel
Setu c’hwi rouanez, Itron e Breizh-Izel.

Trifina
O ma fried Arzhur, abaoe ma’z on amañ
En em gavan kontant dre ar pezh a glevan.
Mar bezit din fidel, tra ma vin e buhez
E vezimp evurus an eil gant egile.

Ar Gouarner
Setu holl tud ho ti prest ouzhoc’h da sentiñ.

Un Dimezell
Kerkent m’ho pezo c’hoant e teuin d’ho servijiñ.

Ar C’hannader
Me zo prest deiz ha noz da gerzhet evidoc’h.

Floc’h
Bezañ en ho servij eo ma flijadurezh.

Trifina
Me ’wel erru ma breur da’m gwelet, pebezh chañs.

Kervoura
Bras levenez ’ra din p’ho kavan en yec’hed
Hag en ho plijadur ha gant an holl karet.

Mont kuit a ra ar roue hag e lez. Ne chom nemet Kervoura.

Kervoura
Ma zud, klevit bremañ, poent eo dimp dilec’hiañ
Evit mont da Londrez hep kammed daleañ.
Ma c’hoar e Breizh-Vihan he deus kavet un tron
Ha me ’vo, mar gellan, Roue war ar Saozon !

Hag eñ pignat war ur marc’h ha dao etrezek ur porzh-mor da lestrañ etrezek Bro-Saoz.


C’HOARIELL 2

E lez roue Bro-Saoz. Abacarus, ar roue saoz, a zo deuet da vezañ klañv ha kabac’h.

Abacarus
Ma friñsed ha ma zud, evel m’hoc’h eus gwelet
On bet un den vailhant keit ha ma’m boa yec’hed.
Pa’z it dre ar broioù, gwelit ha c’hwi ’gavfe
Ur medisin gouiziek p’hini ma gwellafe.

Ur Priñs saoz
Roue Abacarus, digoue’et zo d’ho kwelet
Ur priñs a Iberni, un’ eus ho mignoned.

Erru eo Kervoura dirak ar roue.

Kervoura
Pa’m eus klevet e oac’h e ken bras melkoni
Em eus lakaet em soñj esaat ho frealziñ

Abacarus
Priñs vailhant e pep giz, krediñ mat a c’hellit
E paein dereat neb a ray din yec’hed.
Ha pa’z oc’h den yaouank me ’m eus ur bennhêrez
Me ho lakay ho-taou roue ha rouanez.

Kervoura
Na vezit ket e poan, ho pet pasianted
Me ’ya da Vreizh-Izel, hep daleañ kammed.
A-barzh nemeur amañ, c’hwi ’glevo ma doare
Me ’gavo deoc’h remed kent evit pemzekte’.

Mont a ra ar roue, e verc’h hag al lez kuit diwar al leurenn. Chomet Kervoura e-unan.

Kervoura
En em gavout un deiz en ur stad ken uhel !
E sikour a rankan ha pa dlefen mervel.
Penaos ’ta koulskoude ha na oufen-me ket,
Dre sent pe dre vaji, reiñ d’ar roue yec’hed ?
Hogen, tavit nebaon, me ’oar pelec’h monet
Me ’an’vez sorserien ha n’int ket urlaouet.

Mont kuit a ra, savet war gein e varc’h.


C’hoariell 3

E kev ur sorserez, ur bern bitrakoù souezhus d’ober strobinellerezh. Emañ ar wrac’h oc’h aozañ louzeier hud, levrioù sorserezh ganti.

Ar Sorserez
Me eo ar sorserez galloudek em ardoù
Me eo sur ar wreg fin hag a oar sekrejoù
Me ’oar lakaat an traoù er stad ma em bez c’hoant
Al loened mut kerkoulz hag an dud a skiant.
Me am eus studiet pell ar filozofi
Lennet an Agripa hag al levrioù maji.
Mes grik ! Erru zo tud, me ’glev o c’hammejoù
Un dra bennak nevez a rank bezañ er vro.

Erru eo Kervoura.

Kervoura
 deoc’h, gwreg dereat, ker brudet dre ar vro !

Ar Sorserez
An Aotrou Jupiter, an Doue a adoromp
Zo prest d’hon servijiñ en eur ma c’houlennomp.

Kervoura
Abacarus, roue e douar ar Saozon
Zo un euzh e welet gant lorgnez ha kontron
C’hwi a rank ma sikour dre c’halloud hoc’h ardoù.

Ar Sorserez
Chomit aze ma den, me a ya da’m c’havarn.


C’HOARIELL 4

En em dennet eo ar wrac’h en ur c’horn teñval. Sellet a ra e-barzh ul levr chadennet hag ur melezour bras.

Ar Sorserez
Pa sellan ’barzh va skrid hag em melezourioù
E krenan hag e verv ar gwad em gwazhioù
« Tolleront in corde infantis stropiom »
Deus bremañ da’m sikour, deus ’ta pa’m eus ezhomm
Koñsorted infernal, lâret ar wirionez
Ha gellout a ran-me reiñ sikour d’ar roue ?

Difoupañ a ra ur bern diaouloù, en o fenn Astoroth ha Berith, mevelien vras Belzebuth.

Astoroth
Haro ! Haro ! Gwrac’h vil, aonik ha digalon
Petra ’rez-te gant kement a spouron ?
Ar remed a glaskez a zo diaes-meurbet :
Ret e vo deoc’h bezañ sur a un dofin bihan
Kerkent ha ma vo ganet ha deut war ar bed-mañ
A vo mab ur roue ha galvet da zougen
Ar gurunenn un deiz mar bevfe da vout den.
Hag e vezhur c’hwec’h miz gailhartañ ma c’hallfed
Ha goude e ranko ez-vev bout diwadet.
Neuze rostañ e gig hag er c’has war ur plad
D’ar roue a Vro-Saoz, da zebriñ kig ha gwad.

Berith
Goude an debriñ-se e teuy dezhañ yec’hed
Ma vezo ken gailhart ha ma oa biskoazh bet.
Kerzh bremañ serpantez, gra gwellañ ma c’helli
Evel-se e vezo ret d’e dud e zamantiñ.

Mont kuit a ra an diaouloù.

Ar Sorserez
Setu amañ va den ar wirionez sklaerañ.

Kervoura
Jarnebie ! Pelec’h e c’hallin-me kavout
Hevelep krouadur ?… Ma c’hoar Trifina ?

Dont a ra dezhañ ur mennozh a lak anezhañ da skrignal e zent.


C’HOARIELL 5

E lez ar roue Arzhur. Trifina a zo gwall livet. Erruout a ra Kervoura.

Kervoura
 deoc’h, ma breur Arzhur ha ma c’hoar Trifina !

Arzhur
Aon vras am boa bepred n’ho pije gwall rankontr
Rak n’heller ket fiziout er Saozon divergont.

Trifina a zeu sempladurezh enni. Rankout a ra he zud he c’has en he c’hambr ; ne chom nemet Kervoura hag ur mevelig, ar paotr a gambr.

Kervoura
Ma c’hoar a zo klañvus, drouklivet ha diaes
Hag e karjen gouzout hag hi a zo brazez.
Kemerit mar gellit hep n’oufe den netra
Raport ar rouanez…

Mont a ra kuit.

Ar Paotr a gambr
O ! Evitañ dre-se ne vin ket pell e poan
Me ’yelo va-unan da gaout ar sorserez.

Mont a ra dre guzh da gambr ar rouanez a zo sko ouzh al leurenn. Ha distreiñ kerkent, ar sailh-staot gantañ.

Ar Paotr a gambr
Setu tizhet ganin raport ar rouanez
Me ’ya raktal gantañ betek ar sorserez.

Ha kuit er-maez eus ar c’hastell.


C’HOARIELL 6

E kev ar sorserez.

Ar Sorserez
Evel ma’z on ur wreg hag a oar he micher
Ez on implijet kalz war ar maez hag e kêr
Rak-se merc’hed yaouank m’ho pefe bolontez
Da c’hoût ho planedenn hag ho fortun ivez
Deuit timat da’m c’haout ha me a lâro deoc’h.
Me zo medisinez ouzh pep seurt kleñvejoù
Hag a wella an dud gant pep seurt remejoù.

Erru ar paotr a gambr gant ur vured.

Ar Paotr a gambr
 deoc’h, medisinez ! Ha c’hwi a ve aesaet
Da sellet ur raport a zo ganin deuet ?

Ar Sorserez
Diskouezit din amañ, roit din ho pured.

Sellet e ra ouzh ar staot gant kalz a ardoù.

Ar Sorserez
Ur mab bihan em feiz a zo enni krouet
Ha kent tri miz amañ e tle bezañ ganet.

Ar Paotr a gambr
Me a garfe deskiñ un’ eus ho sekrejoù
Ha mar en deskit din, kredit me ho paeo.

Ar Sorserez
Va sekrejoù va den zo diaes da zeskiñ…
Va mignon, ma fell deoc’h deskiñ ar sekred-se
En em dennomp ac’hann un tammig a-gostez
Deomp d’evañ boutailhad en un ostaleri
Hag eno e c’hellfomp neuze ’n em intentiñ.

En em dennañ a reont kuit da vont d’un ostaleri eus kêr.


C’HOARIELL 7

Ar paotr a gambr a zo erruet da gaout Kervoura.

Ar Paotr a gambr
Deiz mat deoc’h, ma aotrou, graet eo ganin pep tra
Setu aze ar skrid, rak se sellit ennañ.

Kervoura
Palejarny morghe ! Setu un taol.
An torfed a soñjan a zo un dra spontus
Hogen bezañ roue zo ur stad enorus.
Me ’oar petra a rin ; me ’ray sevel buan
Ur c’hastell e Lanveur evidon ma-unan
Me ’ray kement neuze ma teuy ma c’hoar da’m zi
War zigarez eno ’vo aesoc’h gwilioudiñ
Me a glasko ma zud hag a vo din sekred
Da dapout ar bugel, evel ma vo ganet.
A ! A ! Pachig bihan, didostait amañ
Klaskit micherourien da lakaat batisañ.

Mont a ra ar mevel da glask mañsonerien.


C’HOARIELL 8

Ar vañsonerien o sevel ar c’hastell en ur ganañ…

N’eus den ebet war an douar, latira la la, latira la le
N’eus den ebet war an douar
Na gav un tu bennak e bar.

Rak-se daoust d’e holl finesaoù, latira la la, latira la le
Rak-se daoust d’e holl finesaoù
E rank plegañ a-wezhigoù.

Etrezomp-ni micherourien, latira la la, latira la le
Etrezomp-ni micherourien
Ni ’zo heñvel ouzh sonerien.

Pa labouromp ez omp grognet, latira la la, latira la le
Pa labouromp ez omp grognet
Ha grognet c’hoazh pa ne reomp ket.

Gant tud kounnaret divergont, latira la la, latira la le
E lec’h bezañ satisfiet
E vezomp alies pilet.

Neb a oar reizh ar wirionez, latira la la, latira la le
Neb a oar reizh ar wirionez
A c’hell he lâret gwell a se.

Hag an neb a ve baleet, latira la la, latira la le
Hag an neb a ve baleet
’Vez skañvoc’h a se da gerzhet.

Setu savet ar vatimant, latira la la, latira la le
Setu savet ar vatimant
Gant pri ha mein ha gant simant.

Daoust bremañ pa’z eo achuet, latira la la, latira la le
Daoust bremañ pa’z eo achuet
Petra gantañ a vezo graet.

Tud fin ha soutil ’zo er vro, latira la la, latira la le
Tud fin ha soutil ’zo er vro
Daoulagad lemm ha fri tano.

Hag a ziougan me en asur, latira la la, latira la le
Hag a ziougan me en asur
Ur gwalleur bras d’ur c’hrouadur.

Ti nevez pa’z out achuet, latira la la, latira la le
Ti nevez pa’z out achuet
N’eo ket hep abeg out savet.

Tavomp ha laoskomp pep unan, latira la la, latira la le
Tavomp ha laoskomp pep unan
Da heuilh e chañs war ar bed-mañ.