• Gant Jorj Belz
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Barzhoneg skrivet gant Roperzh ar Mason hag embannet e Dihunamb niv. 276 e 1934.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
D’ofiserion el « Lynx »
Er môr e za d’arsaù.
Breih n’é mui pèl bremen.
Chetu, arlerh er glaù,
Tenneris er vrumen.
Neoah klevet hon es
Huitel aroué Armen
Ha spiet, ag er méz,
Esked du en deuen.
Kriù é lam me halon
Ém bruched leùinus.
Frond en arvor breton
Dréz luiaj er hogus.
Édan ber én nivlen
É vo bet anzaùet
Er Herreg digampen
Get ou hanùen kalet :
Gorlé-greiz ha Pen-Van,
Argoz ha Tevennek,
Pen marh, Penfret Glénan
Er meud hag er gazeg !