Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : labour ar gardian (p.49)

Gant François Roudaut
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Roc’h Gored zo ur gouloù da ziskouez an hent d’ar batimañchoù, d’ar bagoù evit antreal e porzh an Aber Ac’h. Un tour-tan all zo hanter hent ac’halenn da Blougerne, tour-tan Lanvaon, hag hennezh en deus ur gouloù gwenn ha Roc’h Gored ’lec’h m’evedomp he doa ur gouloù ruz. Setu pa deuer dac’h ar maez ’vez kemeret an daou c’houloù an eil drek egile evit antreal ’barzh ar ganol vras. Hag en Aber Ac’h e oa daou c’houloù all, unan gwenn hag unan gwer. Ha pa en em gave ar bagoù ebarzh an alignamant-se e kuitaent an alignamant Roc’h Gored evit kemer ar ganol evit antreal e porzh an Aber Ac’h. Aze n’edomp ket oblijet da chom atav en tour-tan. Setu me ’m oa kemeret va roll evit pesketa. Setu edon pesketaer ha diwaller tour-tan. Ni ’oa aze da lakaat an tour da vale, ar gouloù… e oa un eur da alumiñ, un eur da lazhañ… e ranker kontrolliñ, an dra-se ’oa ur gouloù alimantet gant gaz. Setu e ranker kontrolliñ tout, tu vois, evit bezañ sur e valefe.