Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : sevel bigi e boutailhoù (p.44)

Gant Georges Thomas
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Pa vez echu al labour propreté, astikañ… ober peinture, tout an dra-se oa d’ober. Goude-se bricolage. Me ’lakae bagoù e boutailh. Boñ, ar vag a ranke bezañ graet d’ar c’hentañ, tout ar vag. Ha goude-se e veze diskennet al lien gant ar gwernioù. Voilà. Aze e lakaen tout à plat hag a vez tout roulet tout an dra-se… boñ ur feson d’ober zo. Hag e vez lakaet tout amañ dre ar… dre an toull. Ha goude-se e vez lakaet… war strad e lakaer mastik. Ha goude-se gant bizhier, gant pinceaux, leun a instrumañchoù a ranker kaout, penturet, lakaet ’giz ar mor. Ha tout an dra-se, goude-se, a vez echu dre amañ1. Hag a vez troc’het amañ, gant ar bout dehors hag a vez graet tout ar fi lennoù bihan ha lakaet colle goude. Labourus eo. Met leun evit va bugale ’m eus graet. Me ’m eus gwerzhet unan bennak eus ar re-se. Me ’rae an dra-se, lod a rae traoù all, lod a rae roejoù, memes panerioù lod evit paseo o amzer. Ar goañv a zo hir… da bemp eur dac’h an abardaez ’giz bremañ, boñ drebet koan ha pep hini d’e wele parce que da neuze ne oa tele ebet.