Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : Petra en deveze ar gardian d'ober e-pad an noz ? (p.41)

Gant Guillaume Lasbleis
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Bep teir eur e ranker sellout dac’h tout an tanioù : dac’h ar boeioù ha dac’h an tanioù all, ma vefe c’hoarvezet un dra bennak gant un tan bennak. Ha mod all ivez, surtout, surveilhiñ abalamour d’ar brumachenn. Pa oan er Maen, me, e oa tan ar gêr, tan Enez-Sun. Pa ne weler ket mui tan an Enez- Sun e ranker lakaat ar moterien er roud evit lakaat ar sirène de brume da vont war-raok. Kement tour a oa a oa sirène. Ha bep div eur pe deir eur e ranker remontiñ ar pouez evit ar rotasion dac’h an appareil ivez. A-wechoù, boñ, an tan a ya mat war-raok, a-wechoù e c’heller mont da besketa pe da evañ ur banne kafe en traoñ.