Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tri baotr yaouank

Gant Marsel Gwilhouz
Tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD)

Tennet eus al levr-CD Ur wezh e oa (TES 2000) :
Ha talvezout a ra ar boan prezantiñ Marsel Gwilhouz ? Ganet eo e Larruen, en ti m'emañ o chom e-barzh atav, ha war vicher al labour-douar eo bet e-pad e vuhez. Konter ha kaner « a-vicher » eo bremañ p'emañ war e leve ! An istor-mañ a oa bet lâret gant un den a-gostez Korle pe Plusulian, ha Marsel en deus he hiraet ha stummet d'e vod.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

An istor ac'h an da gonto deoc'h zo arru dija un tamm amzer abaoe. D'ar c'houlz-se ne veze ket kaset tout an dud d'ar skol ; ne vez ket kaset 'met ar re binvidik, ar re baour n'aent ket d'ar skol ha ne oa ket kalz a skolajoù, met just-mat e oa ur skolaj ba ur siminer a oa ba Plougernevel.

Hag an dud-mañ a oa eus an tu all da Gintin, tri breur, hag e oant bet degaset d'ar skol da Blougernevel, met ba'n amzer vremañ ec'h a an dud d'ar gêr bemdez pe bep sizhun, met d'ar c'houlz-se n'ae ket an dud 'met just evit ar c'hoñje bras. Met ar re-mañ dija a oa komañset da galetaat ha gouzout a rit, peogwir e oa tri breur ha ne oa ket hini ebet anezhe memes oad, an hini bras a oa arru dija kazi un den yaouank.

Met ar c'hoñje bras a veze roet ba miz Gouere ha dre amañ e veze lâret miz ar Foenn peogwir e veze ar foenn da serriñ ba'r c'houlz-se. Ha brav e oa an amzer ha ne vez ket dalc'hmat. Ha an tad a lâre d'e wreg e-giz-se :
- Me ne'm eus ket c'hoant da goll amzer da vont da glask an tri-se d'ar skol da Blougernevel. Gouzout a rit gant ma jav hag ar charabañ, me am eus ezhomm un deiz da vont hag un deiz da vont war ma c'hiz. Ya met e-pad keit-se, me am bije gallet mesko ma foenn ha posupl eo e tay glav goude. N'ho peus ket 'met skrivo ha lâret dezhe dont d'ar gÉr evel e c'hallont.

A ! pa oa arruet al lizher, ne oant ket gwall gontant, pas re, met memes tra, pa oa arruet an deiz, e lârent :
- N'eus ket moaien da chom amañ, ret e vo mont d'ar gêr. Ha gouzout a rit, peogwir e oant bet e-pad pell ba'r skol, e oa dilhad ha traoù ha levrioù, pa oa serret tout an traoù e oa lourd ar bec'h hag i deus ar beure, oc'h lañso o-zri war an hent. Ya, met an hent a zo hir, a-wechoù ne veze ket gwall ledan met hir ; ha dont a reas an noz, evel bemdez, ha ne oant ket arru aze c'hoazh 'met tost da gêr Korle.

- Ya, met n'eo ket... a lârent, biken omp kapapl da vont betek ar gêr.

O ! An hini bihan en deus lâret :
- Me zo skuizh, me zo o vont d'en em daoler ba'r foz !
- A ! n'eot ket ! a lâre an daou all.
- A ! me n'on ket evit mont ken !
- O, met arru omp tost da Gorle, n'eus ket 'met antren ba'n kêr hag eo posupl dimp kavout un dra bennaket da gousket.

Hag i antren o-zri ba'n kêr. Hag en ur vont en traoñ gant ar ru, i gwelet e oa skrivet, peogwir dija o doa desket un tamm galleg, « Hôtel Boscher ».

- Hañ ! Hôtel Boscher, ma vijemp bet aet, antreet ba'n ti ha goulet ur gambr ?

Hag i mont ha antren ba'n ti ha lâret - just-mat e oa ar vestrez en ti - lâret dezhi :

- Ni zo o tont deus ar skol deus Plougernevel, ni zo arru skuizh ha pell hon eus d'ober c'hoazh, ne vijec'h ket bet kapapl da reiñ ur gambr dimp ?
- O, geo 'vat ! a lâras ar vestrez e-giz-se. O ya, tres tri faotr bihan 'vel 'faota zo warnoc'h ho-tri avat. O ya, me a roy ur gambr deoc'h da gousket fenoz !
- Hag e-giz-se, a-benn arc'hoazh d'ar beure, e adtapimp hon hent war hom c'hiz.

Ha lakaet ba'r gambr. Evel-just e oant skuizh hag o deus kousket mat. Met an deiz war-lerc'h da veure pa oant dihunet, unan a lâre :
- Hañ ! amañ omp brav !
- Ya, a lâr an hini all, amañ omp brav... A ya !
- O ya ! a lâre an trivet.
- Ma hom bije bet goulet ar gambr evit eizh devezh ?
- Ya, n'eus ket 'met goul !

Hag unan anezhe o tont d'an traoñ hag a c'houl gant ar vestrez a 'n ti.
- Kousket mat ho peus ? a lâre-hi.
- Ya, ya 'vat, o ya, kousket mat hon eus. O ya, brav oamp aze, met me, e vijen bet kontant da c'houl ganeoc'h ma n'hon dije ket bet gallet kaout ar gambr e-pad eizhtez ?
Ha hi ober un tamm sell.
- O ya, ya, ya, tres tud sirius ho peus ha tout. O ya... ya, ya, n'ho peus ket 'met chom e-pad eizhtez.
- Ya, kar skuizh omp ; ha ni zo skuizh o tont deus ar skol ha tout hag hor bije graet un tamm diskuizh a-raok mont d'ar gêr.
- Ya, ya !

Hag eñ o tont war e giz ha kontant e oa :
- Lâret 'zo 'vo roet ar gambr evit eizhtez ! lâret 'zo 'vo roet ar gambr evit eizhtez !

Ya, met a-benn un tamm goude memes tra e lâre :
- Ya, ar gambr zo mat, met n'eus ket boued ! Ha !
- A, a lâre an hini bihanañ, me am eus ur gwenneg .
- O, a lâre ar re all, petra a ri gant ur gwenneg ?
- A met, dalc'hmat ur gwenneg zo bet ur gwenneg !
- A ya, n'eo ket ouzhpenn, met ur gwenneg eo !
- Me zo o vont da welet petra on kapapl d'ober gantañ !

Hag eñ o tiskenn hag a c'houl gant ar batronez c'hoazh :
- Ne vijec'h ket bet kontant da reiñ ur sac'h din ?
- O geo avat !
- Me am eus ezhomm tammoù traoù.

Ha just-mat e oa marc'had ba Korle. Hag eñ o vont traoñ gant ar ru ha gwelet ur plac'h kozh o werzho bara. Met gwechall e veze bara mat, bara miroù oa. Hag eñ o vont da gontañ... sa dezhi, ha lâret dezhi :
- Sell, tantin gozh, me zo daet da zegas ar gwenneg deoc'h a zlean deoc'h abaoe ar sizhun all !
- O, a lâre an hini gozh, ne gredan ket 'vat, ma faotr bihan, ne gredan ket !
- Ha me, me a lâr deoc'h eo sur, pa on daet da gas anezhañ, me zo sur ! Hennezh a zlean deoc'h hag on daet da gas anezhañ.
- Ma ! c'hoari am eus atav o krediñ 'vat, met evit afer-se, c'hwi zo un tamm paotr bihan avat, sur, jentil, kar tout an dud n'o dije ket graet se. Ma vije bet tout an dud eveldoc'h, sur, ne vije ket bet istorioù evel zo ba'r vro !
- Met bremañ, a lâre-eñ, zo daet ur sac'h ganin ha 'faota ur sac'had bara miroù din. Ha ma zad, sell, zo just ba an droienn aze gant ar c'harr ; gwelet a rit lost ar c'harr ?
- Ya, ya 'vat ! a lâr an hini gozh.
- Hennezh eo ma zad ha hennezh a zay da baeo ar sac'had bara diouzhtu pa en do gwerzhet e voc'h bihan ; ha met sellit ur gwenneg aze bepred ; ha bremañ e faota bara din, met ma zad a zay da baeo anezhe.
- Ya, ya, ya, a lâr an hini gozh, degasit ho sac'h, ha me zo o vont da lakaat bara deoc'h e-barzh, ha didrouz gant an dra-se !

Hag an hini bihan tapout ar sac'had bara ha lakaat anezhañ war e skoaz ha war-grec'h gant ar ru. Ya met, pa oa erruet ba tal ar c'harr, an hini bihan n'en deus ket lakaet e vara ba'r c'harr, zo aet e-barzh un hent all.

Pan eo degouezhet ba'r gambr en deus taolet e sac'had bara :
- Sell, a lâre-eñ, gant ur gwenneg, sell ma bara aze !

Hag i avat troc'ho bara miroù ha da zebriñ. Ya, mat e oa avat, met sec'h e oa ! A, mat e oa, met pa vez un dra vat e vez klasket daou !

- Ya, a lâre unan, met memes tra, ma vije bet un tamm kig e oa bet gwelloc'h c'hoazh.
- Ma, a lâre an eil, me zo o vont da welet petra on kapapl d'ober ivez !

Hag eñ o tont e-maez ivez hag e oa o terc'hel bale ba kêr Korle e-giz-se hag en deus gwelet e oa skrivet « Boucherie Oliverin ».

- O, a lâr-eñ, me zo o vont ba'n ti.

Pan eo arru ba'n ti... 'oa o sellet sa... :

- Boñ, a lâr-eñ, petra zo nevez e-giz-se ?
- Me zo daet da glask kig evit an Aotrou Person.
- A bon !
- Ya.
- Euñ ! souezhet a-walc'h on avat, a lâre hemañ dezhañ, souezhet on un tamm ; peseurt mod-se oc'h daet da glask kig evit an Aotrou Person ?
- A met me zo oc'h labourat ba e di !
- Haañ ! abaoe pegoulz ?
- Abaoe dec'h !
- Ha pelec'h eo aet an hini a oa a-raok neuze ?
- A ! aet eo kuit ! Hañ, a lâre hemañ, n'ho peus ket c'hoant da grediñ ac'hanon !
- Nann, pas re, avat !

Met just-mat e oa un tamm gouel bennaket hag ec'h ae an dud da gofesaat hag ar person a oa aet d'an iliz da gofesaat an dud.

- A ! a lâre-eñ, domaj eo n'emañ ket ar person ba'r gêr peogwir eo aet d'an iliz, met n'ho peus ket 'met dont ganin d'an iliz ha me zo o vont da c'houl gantañ.
- O, a lâre, mont a-walc'h a rafen !
- O ya, met n'eo ket mont a-walc'h a rafec'h : dont !

Hag i o vont o-daou avat. Ya, met pan eo arru ba toull an iliz en deus gwelet en devoa ankouaet tenno... da cheñch e zilhad ; an dud all a oa dilhad prop gante hag e oa gwad-tout deus e saro gwenn.
- A, a lâr-eñ, me ne gredan ket mont ba'n iliz amañ bremañ ; met kerzhit c'hwi da grec'h an iliz ha goulit gant ar person ha me a selaouo.
- A, ya, ya, diouzhtu, avat !

Hag ar person oa ba'r gador-gofes ha hemañ a sach un tamm war e zilhad. Ar person dizreiñ :
- Petra zo ?
- Kontant oc'h da gofesaat ac'hanon bremañ-souden ?
- Ya.
- Ya, met lârit kreñvoc'h, kar aze zo unan ha ne greda ket.
- Met ya, ya ! a lâran deoc'h.

Ha hemañ o tont war-draoñ.
- Bon, klevet ho peus ?
- Ya, ya, dait amañ bremañ, me zo o vont da reiñ kig deoc'h.

Ha gouzout a rit, d'ar veleien memes tra a oa tud hag o dije... 'oa roet kig mat dezhañ. Hag eñ war e giz neuze 'vat hag o tont sa'r gambr. Pa oa arruet :
- Sell, a lâre-eñ, sell kig aze !
- A bon !

Hag i da zebro bara-kig ha mat e oa. Ya, met a-benn un tamm goude e oa deuet sec'hed.

- Ya, mat eo avat, mat eo ar bara, mat eo ar c'hig met memes tra, ma vije bet ur bannac'h gwin ?
- A feiz ! a lâre an hini bras, arru eo ma zro, me zo o vont.

Ha eñ o tont d'an traoñ, hag a c'houl gant ar batronez :
- N'ho pije ket bet div doukenn da reiñ din ?
- O geus, moaien zo din da reiñ div doukenn deoc'h.

Hag eñ tapout e div doukenn hag o tont, o terc'hel bale dre Gorle hag en deus gwelet e oa un ostaleri ba kostez aze.

- O, me zo kapapl da gaout gwin aze, ba'n ti-se !

Ha ne oa ket 'met ur plac'h kozh e-barzh.

- Boñjour deoc'h, tantin gozh !
- A, boñjour, ma den yaouank.
- Ya, me a vank div doukennad gwin gwenn din.
- O Jezuz ma Doue ! Me ne'm eus ket div doukennad win gwenn ! Ur voutailhad bennaket a zo moaien din da reiñ deoc'h.
- A, nann, nann, div doukennad ! N'ho peus ket barrikennad win ?
- Geus, dec'h am eus bet, met gwin ruz eo !
- Sur oc'h ?
- O ya, ya 'vat ! gwin ruz eo !
- O met, n'eus ket 'met toullo anezhi bepred hag e vo gwelet.

Ha hemañ da... :
- Me zo o vont da doullo anezhi.
- Ya, met me n'on ket kapapl d'ober, a lâr an hini gozh.
- Ya met, me zo o vont d'ober !

Hag ober un toull.
- O ya avat, gwin ruz eo ! met bon ! ec'h an da gargo unan anezhe, bepred ! Ha bremañ pa 'm eus karget anezhi, lakit ho piz bremañ ba'n toull da c'hortoz ken na zeuin en-dro.
- Met, a lâre-eñ, honnezh zo ur varrikenn mod nevez ivez ! Ma zad a zo marc'hadour gwin hag e vez evet gwin ruz ba ur penn ha gwin gwenn ba'r penn all.
- O, a lâr an hini gozh, na'm eus ket klevet lâret se avat.
- A nann, met me zo sur, peogwir ba ti ma zad zo ! Ma vije bet toullet ar penn all ? Dalc'hit ho piz ba hennezh !

Hag eñ da doullo ar penn all.
- A ya avat ! Gwin ruz eo ! Met me zo o vont da gargo anezhe o-div bremañ. Tañpir ! Ha bremañ, lakit ho piz ba'r penn all ha me zo o vont da glask bouchonoù, me 'zo o vont da glask bontoù da lakaat warne.

Ha hemañ tapout e div doukennad win ha war-raok. Met a-benn 'oa arru ba lein an hent e kleve an hini gozh oc'h lâret :
- N'on ket evit derc'hel ken ! N'on ket evit derc'hel ken ! degasit bontoù ! degasit bontoù !
- O, a lâre-eñ, ya, arru a ray bontoù ur wech bennaket !

Ha sa'r gambr. Ya, met neuze e oa gwin, kig, bara ha tout an traoù. Hag e oant chomet eizhtez.
- Hac'ha, a lâre... aze e vo desket ma zad. Heuñ ! A-benn e vimp arru ba'r gêr e vo marse serret e foenn gantañ. Se a zesko anezhañ d'ober !

Ya met, c'hoazh e oa un dra d'ober : ar gambr a oa da baeo.
- Ha, a lârent, boñ, peseurt mod e vo graet ?
- O, a lâr an hini bihan, me zo o vont da glask ar vestrez, me zo o vont da glask anezhi ha lâret dezhi dont da grec'h.

- Bon, a lâre an hini bihan, disoc'h eo an eizhtez hag e vo ret dimp mont sa'r gêr memes tra.
- Ma, 'vat ! a lâre-hi. O ! keuz am eus avat, kar me am eus kavet berr an amzer gant an tri-mañ ac'hanoc'h. A ! ar re-mañ avat zo tri den yaouank seurt ne vez ket gwelet 'met 'giz-se.
- Ya, a lâre-eñ, met bremañ e vo ret paeo ho kambr deoc'h.
- O ya, ya, se ne'm eus ket aon ! ne'm eus ket aon !
- Met n'ho peus ket 'met dont da grec'h.

Hag e oa daet. Hag an hini bihan da lâret :
- Bon, me zo o vont da baeo ar gambr.
- A, ne reot ket avat, a lâr an eil, me am eus lâret am bije paeet anezhi.
- A, nann, nann, nann ! dalc'hmat em boa lâret em bije paeet.
- Ne reot ket, ne reot ket 'vat ! me a baeo anezhi !
- A, a lâre an hini bras, ma zo jeu etrezoc'h ho-taou, me zo o vont da baeo anezhi, hag e giz-se ne vo ket jeu !
- A, ne ri ket avat !

Ha komañs d'en em vouto war ar c'hostez.
- Ho, ho, ho, a lâre ar vestrez, n'it ket d'ober se memes tra ! n'it ket d'en em gannañ, e-pad eizhtez oc'h bet amañ ken jentil-se, n'it ket d'ober traoù e giz-se ! Me ne ran ket forzh piv a baeo anezhi !
- Ma, a lâre an hini bihan, neuze ec'h amp d'ober un dra : peogwir zo ur mouchouer ganeoc'h ec'h a da vout mouchet ho taoulagad deoc'h, ha ni zo o vont d'ober tro ar gambr ha c'hwi zo o vont d'esaeo tapout unan ha hennezh a baeo ar gambr.
- A ya avat ! A, se eo ar justañ !

Ya, met ar re-mañ o deus tennet o boteier ha tro ar gambr ; ha homañ a oa he botoù ganti ha derc'hel mont ha dont, met ar re-se pa arruent ba toull ar gambr ac'h ae e-maez ; ha kavout a rae dezhi e oant e-barzh c'hoazh ha derc'hel ober tro ar gambr ha tro ar gambr ; hag eo arru he gwaz o lëret :
- Daoust ha petra zo o c'haloupat ba'r gambr bremañ ?

Hag eñ da welet. Ha pa eo arru e-barzh, ha homañ kregiñ ba'nañ :
- A, c'hwi eo ! c'hwi zo o vont da baeo ar gambr !
- O ya 'vat, a lâre-eñ, ma eo e-giz-se emañ kont ! Paourkaezh sodez, c'hwi an hini ho peus paeet anezhi hag ho tri faotr yaouank a zo aet ba'n hent !

Lost ar big war an drezenn,
Lost ar c'hazh war ar maen-glas,
An hini a oara kaeroc'h, lâret c'hoazh.