• Gant Guillaume Lasbleis
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
A-wechoù ne oa ket eus an aesañ da vont. Alies e vezer glebiet. Boñ an den glebiet ne oa ket re zañjerus peogwir e c’heller delc’her mat met ar gwashañ ma voe eo pa base ar sac’h ravitailhamant dre an dour : ar bara gleb, an dilhad evit cheñch gleb, ha c’hwi a-wechoù, pa ’yaer da vont, gleb ivez. Aze en tourioù pa veze brumachenn… beñ, sec’hañ an dilhad goude ’veze diaes, parce que dour dous ne oa ket leun-leun, setu, boñ, un tammig e veze paseet en dilhad en dour dous ha lakaat da sec’hañ goude pa vez ar moterien-brum er roud, a vez lakaet ar moterien er roud evit sec’hañ an dilhad. Ya parce que er goañv, an dilhad goude a chome humid tout. An dra-se ’oa an diaesañ ’vat.