Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : hag evit pignat d'an tour ? (p.37)

Gant Denez Abernot
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Denez Abernot, ginidik eus ar Vro-Bagan.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ar gardianed a oa en tour-tan a daole dit ur penn-gordenn hag ar baotred war ar pont a groge er penn-gordenn hag e… un tammig vaet- vient, mont-ha-dont, ma kerez. Da gentañ e veze paseet ar seier-boued, pe ar gaz pe ar materiel. Ha da c’houde, ar gardianed a oa ganeomp a bigne, evel-just, ha da c’houde, ur wech echu an traoù, an daou da ziskenn pe unan a ziskenne. An dra-se a c’helle bezañ graet pa veze amzer griz, kred ac’hanon, e pemp munut e oa graet an taol. Ne chomemp ket da straniñ. Ar gardianed a oa mestr war an treuil. An treuil a c’helle bezañ pe gant an dorn, da lavaret eo ’giz un drailherezlann, ma kerez peotramant elektrik. Ar gardianed a droe buan an treuil, ma kerez, setu ur wech dibrad an den a oa salv, koulz lavaret. Da c’houde ne oa ket re ziaes, ma kerez, da lakaat anezhañ da zouarañ war plate-forme an tour-tan. ’Skoaz ar c’hontrol a oa diaesoc’h. Douarañ war pont ar vag, abalamour ar vag a gustum montdont, pignat-diskenn, mont a-zehou, mont a-gleiz… setu an dra-se a oa ur gwall c’hoari.

– Hag aze evit an den, penaos e oa staliet ? Ur seurt kador a oa ?

– Ya, an takon (1) a vez graet eus an drase e Eusa, da lavaret eo un tammig pleoñ (2), ma kerez, hag a oa stag dac’h ar gordenn hag an den ne oa azezet ken war an takon-se hag a zalc’he ar gordenn. Ne oa ket stag ma kerez, abalamour da c’hellet diskenn buan war ar pont.

(1) Takon : anv ar seurt bolotenn a weler e penn ar gordenn evit azezañ warni.
(2) Pleoñ : eus plueg, oreiller.