Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Enez-Sun (8) : Pet bag a vez bemdez ?

Gant François Spinec
Tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun

Ur pennad-kaoz gant François Spinec, eus Enez‑Sun

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Pet bag a vez bemdez ?
N’eus ken ur vag, n’eus ken unan. N’eo ket graet evidomp. Ar vag zo graet ken evit tud eus a lec’h all. Ni, m’hor beus ur rendez-vous gant ur medisin e ranker paseal div nozvezh en tu all. Ar vag a ya kuit d’an abardaez hag emañ da bemp eur e Gwaien. Evit ur rendez-vous e Kemper eo re ziwezhat. Setu e ranker gedal an devezh war-lerc’h. En devezh war-lerc’h eo da nav eur hanter doc’h ar mintin ar vag. Ma peus ur rendez-vous da nav eur doc’h ar mintin e Kemper, ’peus ket amzer dont da gemer ur vag. Setu e ranker paseal daou devezh, div nozvezh evit dont da gaout ar medisin da skouer.