• Gant Marie Kermarec
• Tennet eus Mojennoù Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Mojennoù Breizh
Diwar un destenn skrivet gant Mikael Madeg adalek ur vojenn dastumet gant Fañch an Uhel (1821-1895).
POELLADENN D'OBER
Selaou ar gontadenn ha respont d’ar goulennoù.
1) Gerioù diaes
– torraod : tornaod (falaise).
– doubier : an tamm danvez a vez lakaet war an daol (nappe).
– ranell : fri-furch (très curieux).
– choukatet : eus ar verb choukata, dougen un dra bennak war ar chouk (porter un fardeau sur la nuque).
– bruzunoù : tammoù, restachoù.
– diskennidi : tud ur memes familh hag o deus ar memes tud-kozh (descendants).
2) Goulennoù war an destenn
1. E-pelec’h e tremen an istor ?
2. Penaos emañ korf ar Vorganez ?
3. Petra o doa bet an div blac’h yaouank digant ar Vorganez ?
4. Arabat e oa d’an div blac’h yaouank ober un dra bennak. Petra e oa ?
5. Petra a oa e pakad ar plac’h yaouank he doa digoret he fakad da gentañ ?
6. Petra a oa e pakad ar plac’h yaouank he doa digoret he fakad e ti he zud ?
7. Perak e oa kaoc’h-kezeg e pakad ar plac’h yaouank kentañ ?
8. Peseurt kentel a c’haller tennañ eus ar vojenn-mañ ?
9. Gwir e c’hall bezañ an istor-mañ ?
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Div blac’h yaouank eus Enez-Eusa a oa o kregina en aod. E traoñ an torraod o doa gwelet ur Vorganez o lakaat un teñzor da sec’hiñ en heol war div zoubier wenn.
Deuet e oa ar c’hoant d’an div blac’h yaouank da guriuzenniñ. Tostaet e oant, didrouz, en ur guzhat a-dreñv ar c’herreg. Hag evel-se e oant en em gavet e-kichen ar Vorganez.
Ken souezhet e oa bet houmañ ma n’oa ket deuet d’he spered tec’het diouzhtu. Ouzhpenn-se, daoust dezho bezañ ranell, ar merc’hed yaouank a ziskoueze bezañ fur ha plijadurus. Setu m’he doa ar Vorganez, e-lec’h splujañ en dour gant an teñzorioù, pleget an div zoubier en-dro d’an holl draoù kaer ha roet bep a bakad d’an div blac’h. Nemet e oa arabat dezho sellet e-barzh a-raok en em gavout e ti o zud.
Setu an div blac’h yaouank, choukatet o fakad ganto, o vont d’ar gêr d’an daoulamm-ruz.
Unan anezho avat a oa klañv gant ar c’hoant gwelet an diamantoù hag ar bravigoù. N’he doa ket gellet mont keid-all. Pa oa dispartiet diouzh he mignonez, hag a oa o vont etrezek ur gêriadenn all, he doa lakaet he fakad war al leton. He c’halon a oa o lammat. Dibleget he doa an doubier. Allas ! Ne oa nemet… kaoc’h-kezeg e-barzh. Kaer e oa dezhi leñvañ, re ziwezhat e oa.
Eben az eas betek ar gêr hep ober ehan ebet. Eno, en o loch paour, dirak daoulagad he zad hag he mamm, he doa digoret he doubier. Bamet e oant bet gant an teñzorioù a oa dirazo : mein prizius, perlez, aour ha danvez kaer… Savet e oa ar familh da binvidik en un taol. Neuze o doa lakaet ober un ti bras ha prenet douaroù.
Ar gaoz a zo e vefe c’hoazh bruzunoù eus teñzor ar Vorganez gant o diskennidi en Eusa.