Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Dañs ar podoù-fer (kanaouenn)

Gant Claude Lintanf ha Jean-Do Robin
Tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD)

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Me zo natif deus ’r Gemene !
Dañs ar podoù fer
Ma zad, ma mamm a oa ivez
Dañs ar podoù-fer, commère
Dañs ar podoù-fer, commère
Tournez en arrière

Ma zad, ma mamm o doa madoù
’Gase ’c’hanon d’ar skolajoù

D’ar skolajoù ’vit bout beleg
Ma c’halon baour ’bermete ket

Pa vije ’r re all o studi
Me ’vije war ’r ru o c’hoari

Pa vije ’r re all ’barzh ar c’hlas
Me ’yae war ’r ru da c’hoari las

Ma zad, ma mamm p’o doa klevet
O doa skrivet din-me ul lizher

O doa skrivet din-me ul lizher
Da zont d’ar gêr da cheñch micher

Kerse oa gant ma c’hostezioù
Bout labourat ’barzh ar parkoù

Oan ket bet pell ba’ ti ma zad
’M oa debochet merc’h unan mat

Ur plac’h a bemp kant skoed leve
Ha me ’m oa kemend-all ivez

’N ur o’r ur bloaz oant lipet tout
Sac’h ar person oa war ma choug

Sac’h ar person, sac’h ar c’hure
Hini ar sakrist oa ivez

Ha ma mamm-baour hag a ouele
Ha me rae kemend-all ivez.