Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ni zo e pourmen ba’r c’hoad (kanaouenn)

Gant Fulup ar Gwern, Armelle Boullé ha Marie-Lou Pochic
Tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD)

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Bugale
Ni zo é pourmen ba’r c’hoad
Ar bleiz vil ’mañ ket aze
Bleiz, bleiz, ’c’h ober petra ’out ?

Bleiz : (tri rummad respontoù zo posupl)
1. O lakaat ma c’hulotenn ’maon.
2. O kousket ’maon.
3. Em c’hambr ’maon.

Bugale :
Ni zo é pourmen ba’r c’hoad
Ar bleiz vil ’mañ ket aze
Bleiz, bleiz, ’c’h ober petra ’out ?

Bleiz :
1. O lakaat ma roched ’maon.
2. O tebriñ ’maon.
3. Er gegin ’maon.

Bugale :
Ni zo é pourmen ba’r c’hoad
Ar bleiz vil ’mañ ket aze
Bleiz, bleiz, ’c’h ober petra ’out ?

Bleiz :
1. O lakaat ma bragoù ’maon.
2. O walc’hiñ ma skilfoù ’maon.
3. Er sal-dour ’maon.

Bugale :
Ni zo é pourmen ba’r c’hoad
Ar bleiz vil ’mañ ket aze
Bleiz, bleiz, ’c’h ober petra ’out ?

Bleiz :
1. O lakaat ma loeroù ’maon.
2. O tiskenn ’maon.
3. Er skalier ’maon.

Bugale :
Ni zo é pourmen ba’r c’hoad
Ar bleiz vil ’mañ ket aze
Bleiz, bleiz, ’c’h ober petra ’out ?

Bleiz :
1. O lakaat ma botoù ’maon. Diwallit bugale ! Prest on ! Emaon o tont !
2. O vont er-maez ’maon. Diwallit bugale ! Prest on ! Emaon o tont !
3. E toull an nor ’maon. Diwallit bugale ! Prest on ! Emaon o tont !