Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : mont da c'hardian (p.31)

Gant Guillaume Lasbleis
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Va zad oa komañset er bloavezh 36… hag eñ aet da dour ar Maen ivez, goude bezañ bet pesketour a-raok. Ha dac’h tour ar Maen goude e oa deuet d’ar Wrac’h. Ha me, krouadur, zo bet aet gantañ, a-wechoù, da gichen an tour gant ar vag. Ar vag a veze o ravitailhiñ anezhe. Setu em boa kavet brav. Setu goude pa oan deuet da baotr yaouank, me zo aet d’ar Marine Nationale ha dac’h ar Marine Nationale, aze em boa graet pemp bloaz, on deuet en-dro da Blogoñ peogwir… me zo dac’h a Blogoñv hag on aet d’an tourioù. Da neuze e veze kaset tout ar re yaouank a yae d’ober ar vicher-se…, a veze kaset d’an tour d’ober un essai giz ma vez lavaret. Ha dac’h an dra-se goude a dure bloaz er Maen ha dac’h ar Maen on aet d’ar skol, aet d’ar c’hab Griz-Nez, ahont, Pas-de-Calais, d’an Nord, ’tok [= e-doug] eizh miz, ha goude dac’h ar Pas-de-Calais on deuet da Loire-Atlantique, da Saint-Nazaire evit daou vloaz, ouzhpenn daou vloaz zoken memes. Met ahont am eus graet ivez an tourioù hag e vezemp kaset d’ar Grand-Charpentier, da la Banche, d’ar Forn. Ya, ahont ez eus ur Forn ivez giz ma zo e Penn-ar-Bed, hag er Pilier, an dra-se zo un tour ivez e-kichen Noirmoutier. Ya da neuze, ni, alies ez aemp d’an tourioù peogwir (e oa) ramplasamant an titulaires, ar re a oa en tourioù neuze pa int a gemere vakañsoù, ni a yae d’an tour ivez hag alies memes pa gouezhent klañv er goañv, beñ ni a veze kaset da ramplasiñ an dud-se.