Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar bloavezh mat (kanaouenn)

Gant Anne Auffret ha Ifig Flatres
Tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri !

Pozioù : Pol Huellou. Muzik : hengounel. Telenn : Gwenola Roparzh.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Doni, done, setu noz ar bloaz nevez
Mard oc’h kontant, ni a gano
Ma n’oc’h ket, ni a zihano.

Ur bloavezh mat a souetan deoc’h
Bloavezh mat evit an holl
Avañtur vat d’ar re yaouank
D’ar re gozh, bloavezh diboan.

D’ar re gozh amzer disoursi
Ha yec’hed bepred ’n o zi
Evit gwelet o bugale
Hep trubuilhoù ar vuhez.

Kalz a joa ’vit an dud yaouank
Yec’hed ha plijadurioù
Tud yaouank dalc’hmat ’n em garit
War an douar peoc’h bepred.

Ar re glañv en ospitalioù
Pe er gêr gant o foanioù
’N o gwele noz ha deiz dalc’het
Yec’hed dezhe ’hed ar bloavezh.

Setu ar bloavezh echuet
Meur a dra zo tremenet
Met evit ar bloavezh nevez
Bloavezh mat deoc’h holl bepred.