Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Meudig

Gant Yann-Fañch Kemener, Lionel Buannic, Maodez Robin, Mona Bouzec ha Daniel Carré
Tennet eus Meudig + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Meudig

Albom embannet gant TES e 2009 diwar an destenn bet embannet gant al Liamm e 1957.

Gant mouezhioù : Yann-Fañch Kemener (ar c’honter), Lionel Buannic (an tad), Maodez Robin (Meudig), Mona Bouzec (maouez ar roñfl), Daniel Carré (ar roñfl).

Enrollet ha frammet gant Jean-Mari Ollivier. Sonerezh gant Éric Pellerin.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ur wezh e oa ur botaouer-koad o chom en un ti bihan war vord ar stêr. Seizh mab en doa, ha kalz a boan en doa o tesevel anezhe. Dre forzh labourat e teue a-benn da c’hounit bara a-walc’h evite. Met n’eo ket bemdez e veze amann da lakaat war-c’horre.

Un deiz e teuas ar baourentez er vro. Ne c’helle ket ar botaouer-koad prenañ tamm bara ebet d’e vugale. Ne chome ket bleud a-walc’h er gêr d’ober krampouezh pe un tammig yod zoken.

Un noz e lavaras ar botaouer-koad d’e wreg :
« Selaouit ’ta ! N’eus mui tra ’barzh an ti da reiñ da zebriñ d’ar vugale. N’eus ket ur gwenneg da brenañ boued dezho. Warc’hoazh e rankin mont da goll anezho er c’hoad. »

Ar vugale a oa en o gweleoù er gambr e-kichen. Kousket e oant, nemet an hini bihan. Meudig e oa anvet. Un tamm mat bihanoc’h oa hemañ evit e vreudeur ; heñvel ouzh ar biz meud, ’kichen ar bizied all. Spontet e voe ar bugelig paour en ur glevet pezh a lavare e dad. Koulskoude ne gollas ket e benn : sevel a reas didrouz-kaer ha mont a reas er-maez da zastum mein bihan.

An deiz war-lerc’h, da veure, an tad a lavaras d’e vugale : « Deuit ganin da bourmen ’barzh ar c’hoad, bugaligoù. »

Laouen e oa ar vugale o vont da bourmen gant o zad. E-pad pell e choment da c’hoari, o redek war-lerc’h loenedigoù ar c’hoad pe o tastum bleunioù kaer.

Pa oa an noz o tont e lavaras an tad dezhe :
« Chomit amañ hoc’h-unan ur pennadig, bugale. Ret eo din mont un tammig pelloc’h da droc’hañ keuneud c’hoazh.»
« Ne veoc’h ket pell, ma zad ? » a c’houlennas ar vugale ankeniet.
« Nann, nann, ne vin ket pell. »

Kaer o doa ar vugale gortoz, an tad ne zeue ket en-dro. Noz du e oa. Yudal a rae al loened gouez a bep tu. Ar vugale spontet a grogas da leñvañ. Un druez e oa.

Meudig avat a chome kalonek.
« Arabat deoc’h leñvañ, paotred ! Me a gavo hent ar gêr ! »

Diouzh ar beure en doa taolet Meudig e vein bihan a-hed-da-hed gant an hent. Ha bremañ e lufrent, skedus-kaer, dindan bannoù al loar-gann. Hag en ur heuliañ anezhe e c’hellas ar vugale mont en-dro d’ar gêr.

Laouen e voe an tad hag ar vamm o welout anezhe en-dro. En devezh-se e c’hellas an tad gwerzhañ ur bern botoù-koad e kêr. Prenañ a reas bara evit e vugale hag ur mell tamm kig-sall da boazhañ er gaoter.

Siwazh ! Goude ur pennad e teuas ar vuhez da vout kalet en-dro. Ur wezh ouzhpenn e lavaras ar botaouer-koad e oa ret koll ar vugale. Adarre e klevas Meudig ar pezh a oa bet lavaret gant e dad. Klask a reas mont er-maez da zastum mein bihan. Ar wezh-mañ avat e oa prennet dor an ti.

Diouzh ar beure e lavaras an tad d’e vugale dont gantañ da bourmen er c’hoad. Bep a damm bara sec’h a roas ar vamm dezhe.

Evel ar wezh kentañ, Meudig a yae da heul ar re all. Hed-da-hed gant an hent e taole tammoùigoù eus e damm bara.

Diouzh an noz e lavaras an tad d’e vugale :
« Ret eo din mont un tammig pelloc’h da droc’hañ keuneud kaer. Chomit amañ da c’hortoz ! »
« Ne veoc’h ket pell ? » a c’houlennas ar vugale. « C’hwi a zeuio en-dro, ma zad ? »
« A-benn nebeut e vin deuet en-dro ! »

Hag adarre e chomas ar vugale da leñvañ o-unan en deñvalijenn.
« Arabat deoc’h spontañ, paotred ! » a lavaras Meudig dezhe. « Ne vimp ket pell o vont en-dro d’ar gêr. »

Pa savas al loar ne welas Meudig netra a-hed ar wenodenn. E dammoù bara a oa bet debret gant labousedigoù ar c’hoad. Ar vugaligoù paour a leñve. Un druez ! Kollet e oant da vat. Klevet a raent loened gouez o yudal en-dro dezhe.

Meudig, pignet ’barzh beg ur wezenn, a welas ur gouloù bihan en diabell. Mont a reas war an tu-se en ur gas e vreudeur gantañ dre ar c’hoad teñval. A-benn ar fin, setu int-i erruet dirak un ti brav.

Un itron a zeuas da zigeriñ an nor.
« Kit kuit diouzhtu, bugale ! » a lavaras an itron. « Ma gwaz a zo ur roñfl fall-spontus, ha debret e vefec’h ma welfe ac’hanoc’h. »
« Skuizh-marv omp. Aon hon eus » a respontas Meudig. « Naon hon eus ivez. Lezit ac’hanomp da vont e-barzh an ti, mar plij. »
Truez he doe an itron oute. Laoskañ a reas anezhe dont en ti. Reiñ a reas boued dezhe. Hag o c’hasas goude-se da gousket d’al lein.

En ur gwele ruz e voent lakaet. En ur gwele glas, e-kichen, e oa seizh mab ar roñfl o kousket, pep a gurunenn gante war o fenn.

E-kreiz an noz e tistroas ar roñfl d’ar gêr.
« A, a ! » emezañ kerkent ma oa deuet en ti. « Mouezh ar c’hig fresk a glevan en ti-mañ. »
« An dra-se zo netra » eme e wreg, « netra nemet c’hwezh al leue bihan a zo bet lazhet evit ho koan. »
Azezañ a reas ar roñfl ouzh taol da zebriñ al leue rostet. Ur wezh debret e goan gantañ e lavaras adarre : « Mouezh ar c’hig fresk a glevan en ti-mañ. »
« An dra-se zo netra, netra nemet c’hwezh an dañvad a zo bet lazhet evit ho lein ! »

Ar wezh-mañ ne fellas ket d’ar roñfl selaou e wreg. Kemer a reas e gontell vras hag e pignas d’al lein en ur c’hoarzhin drouk. Seizh bugel a oa er gwele, kurunenn ebet gante war o fenn. O-seizh e oant bet lazhet gantañ.

E-kreiz an noz-se e oa savet Meudig. Tennet e oa bet gantañ kurunennoù bugale ar roñfl. Lakaet e oant bet gantañ war pennoù e vreudeur. Diouzh ar beure e welas ar roñfl ar fazi bras en doa graet : e vugale dezhañ a oa bet lazhet gantañ e-unan. E kounnar ruz ez eas, met a-benn neuze e oa tec’het kuit Meudig hag e vreudeur.
« Ma gwreg » a huchas ar roñfl, « degasit din ma heuzoù bras. Buan ! Ar re a ra kammedoù seizh lev ! »

Lakaat a reas ar roñfl e heuzoù burzhudus, hag eñ en hent war-lerc’h ar vugale. Klask a reas anezhe e-pad pell ken e oa erru skuizh. Neuze en em astennas evit ur pennad kousk. Ya, met kuzhet e oa Meudig hag e vreudeur e-kichen al lec’h ma oa ar roñfl o kousket.

Ken sioul ha didrouz, heñvel ouzh ul logodenn, ez eas Meudig da dennañ e heuzoù burzhudus digantañ.

Neuze e kasas e vreudeur d’ar gêr, met eñ ne chomas ket gante. Labourat a reas e palez ar roue : roet e veze kalz arc’hant dezhañ evit kas al lizheroù d’ar roueed all ha d’ar briñsed. Gant e heuzoù e c’helle mont buanoc’h evit n’eus forzh piv.

A-benn ar fin e lavaras Meudig kenavo d’ar roue hag e tistroas d’ar gêr, daou vell yalc’had aour gantañ. Na laouen e voe degemeret gant an holl !

Diwar neuze e c’hellas ar familh bevañ didrubuilh. Arc’hant a voe atav en ti da brenañ boued.