Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Buhez Martin Luther King

Gant Bob Simon
Tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh

An denelezh eo awen Malala. Menegiñ tud veur istor an denelezh a ra Malala alies en he frezegennoù. Gant tudennoù brudet ar sevenadur pachtoun avat eo bet frammet he soñjezon hag hec’h obererezh.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ganet e oa bet e 1929 en Atlanta, e Su ar Stadoù-Unanet. En e vro, dres evel e Suafrika, e oa berzet ouzh ar Re zu a’n em veskañ gant ar Re wenn. Karterioù du a oa diouzh un tu, ha karterioù gwenn diouzh an tu all. Skolioù, ostalerioù, kirri-boutin evit ar Re wenn, ha reoù all evit ar Re zu. Stourmet en deus Martin Luther King, pastor metodist anezhañ, evit gwirioù keodedel ar Re zu en Amerika. War var e vuhez e stourme difeuls ouzh al lezennoù gouennelour hag ouzh ar baourentez. Hunvreal a rae en ur bed a renfe warnañ ar frankiz hag ar justis evit an holl. Siwazh, bet kaset an droukziforc’h war-gil gantañ war meur a dachenn, e voe lazhet e 1968, pevar bloaz goude ma oa aet priz Nobel ar peoc’h gantañ.