Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Buhez Gandhi

Gant Bob Simon
Tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh

An denelezh eo awen Malala. Menegiñ tud veur istor an denelezh a ra Malala alies en he frezegennoù. Gant tudennoù brudet ar sevenadur pachtoun avat eo bet frammet he soñjezon hag hec’h obererezh.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ganet e oa bet Mohandas Gandhi en India e 1869. Stourmet en doa evit dieubiñ e vro diouzh gwask an drevadennouriezh saoz. Kaset en doa e stourm dre bevar c’horn ar vro evit ma vefe skoazellet ar re baourañ, evit ma vefe dieubet maouezed India, evit ma vefe fin d’an droukziforc’h ouzh an Dalit hag ouzh an « dic’hlaneien » all taolet en dienez gant kevredigezh India.

En ur reiñ ton d’an disenterezh keodedel gant ar bobl en doa-eñ stourmet difeuls evit ma c’hallfe chom dîn kement den zo, evit ma renfe ar justis hag evit m’en em skoazellfe an holl gumuniezhioù, ne vern peseurt relijion o defe pe eus peseurt kenel e vefent. Deuet eo Gandhi da vezañ skeudenn ar stourmoù difeuls trec’h a-benn ar fin pa vez kalz tud o kemer perzh enne. Drouglazhet e oa bet e 1948.