Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Buhez Malalai, harozez veur an Afghaniz

Gant Bob Simon
Tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh

An denelezh eo awen Malala. Menegiñ tud veur istor an denelezh a ra Malala alies en he frezegennoù. Gant tudennoù brudet ar sevenadur pachtoun avat eo bet frammet he soñjezon hag hec’h obererezh.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Malala Yousafzai eo bet roet dezhi anv Malalai, merc’h ur mesaer-loened, harozez veur an Afghaniz (hag ar Bachtouned war un dro) a vroudas brezelourien Afghanistan da dalañ ouzh an arme saoz e 1880. Aet e oa-hi da gaout he zad hag he muiañ-karet war an dachenn el lec’h ma oant o vrezeliñ a-enep ar Saozon, da zegas sikour d’ar re c’hloazet. An Afghaniz avat a oa lakaet diaes gant an enebour ha kouezhañ a reas an hini a zouge o banniel gwenn. Neuze e savas Malalai he seizenn wenn, re bar d’ur banniel anezhi. Pa gouezhas-hi d’he zro, lazhet gant un tenn, e savas nerzh er wazed en-dro, broudet gant skouer galonek ar plac’h yaouank. Evel-se an hini e voe pilet ar Saozon gant an Afghaniz.