Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Buhez Gul Makai, harozez ur gontadenn bachtoun

Gant Bob Simon
Tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Malala – Droed ar merc’hed da gaout deskadurezh

An denelezh eo awen Malala. Menegiñ tud veur istor an denelezh a ra Malala alies en he frezegennoù. Gant tudennoù brudet ar sevenadur pachtoun avat eo bet frammet he soñjezon hag hec’h obererezh.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Harozez ur gontadenn bachtoun eo Gul Makai. Ober a reas-hi anaoudegezh gant Musa Khan er skol, ha setu int piket o c’halonoù an eil gant egile. Berzet e voe o c’harantez, siwazh, pa ne oant ket eus ar memes meuriad. Reuz a savas neuze etre an daou gerentaj. Gul Makai avat a dapas reiñ d’ar re gozh da gompren ez eo ar brezel un dra fall, hervez ar C’horan. A-benn fin ar gontadenn e skoulmas an eil tiegezh ar peoc’h gant egile hag aotreet e voe gante o bugale da zimeziñ.