Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Skoulad ar goukoug (kontadenn)

Gant Yann-Fañch Kemener
Tennet eus Skoulad ar goukoug + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Skoulad ar goukoug

Ur gontadenn skrivet gant Marthe Vassallo, diwar ul labour enklask graet gant Daniel Giraudon, kontet gant Yann-Fañch Kemener. Ar gontadenn-mañ a oa bet embannet e stumm ul levr-CD e 1996 gant TES.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

[00:00] Ur wech e oa, ur wech ’oa ket — fin, me ’soñj din ’zo bet, bepred, met pell, pell, pell a zo, d’ar c’houlz ma ne ouie ket an dud e peseurt bloavezh e oant ; ur wech e oa neuze ur breur hag ur c’hoar, Ifig hag Ivonaig. Dek vloaz ’oant pe war-dro, hag e oant o chom gant o zud en un ti bihan war ar maez. Ne oant ket pinvidik, met evit paour ne oant ket kennebeut : bout o devoa ur vuoc’h, ur gazeg, ur c’hi hag ur c’hazh, yer ha houidi. Ha tud ha loened en em gleve mat-hardizh, ’vel chas ar gigerien gant ur chapeled saosis ! Ar vugale a veze o flijadur kanañ ha dibunañ rimadelloù a bep seurt, re gamm pe re dort evel homañ :

Doup ha doup ha doup
Ma c’hazh o nezañ stoup
Ma yar o nezañ seiz
Ha ma c’hog o kanañ dezhi
An houidi dorn-ouzh-dorn
A gas an toaz d’an ti-forn.


Ha tout al loened a c’hoarzhe leizh o c’hof pa glevent. Bemdez e veze klevet ar yar o kanañ, goude bout bet dozvet un û* :

Tomm, tomm, tomm ken na dev !
Tomm, tomm, tomm ken na dev !**


(* û : vi.)
(** Evit gwir eo ur c'hoari gerioù tregerieg ma vez distaget heñvel « dozv » ha « dev » (= loskiñ).)

Ha mamm Ifig hag Ivonaig a laoske un toullad ganti da c’horiñ, ma veze gwelet ur pennad war-lerc’h ur c’hlodad poñsined oc’h ober :

Mik, mik, mik, mik, mik, kwikwikwik !

Bruzhun bara ’veze drailhet dezhe, peogwir e c’houllent ! Ha pa veze kann etreze evit goût piv a zebrfe ar muiañ, e teue ar c’hog-Indez d’ober trouz dezhe :

Fri lous, lous, lous !

… eñ e-unan a oa lesanvet evel-se, ha pa gave tu d’ober eus unan bennaket all, ne vanke ket james.
D’an nevezamzer e veze klevet ar goukoug o kanañ :

Koukoug, koukoug,
Da ouel Sant Yann me ’c’h ay en roud,
A-benn miz Mae ’teuin adarre,
D’ober plijadur d’ar vugale.


… kichen pa ’n em chikane an aotrou hag an itron Koukoug ec’h eo : « Kozh koukoug ! Kozh koukoug ! » an hini ’veze klevet… Hag evit ar pichon, pa wele an tad o labourat start, e klaske reiñ kalon dezhañ : « Ed-du ’po paotr kozh, ed-du ’po paotr kozh… » Evit lâret berr, brav e oa bevañ er menaj-se.


[03:11] Ober a rae an amzer he zro, war-lerc’h an hañv e teue ar goañv, ha war-lerc’h ar goañv e tistroe d’an hañv… Ya, nemet ur wech n’en em gavas ket an traoù evel-se tre : ha setu pezh a c’hoarvezas.
Da gentañ e voe klevet ar voualc’h o kanañ a-raok an drask. Ha da-lâret ar gaoz :

Pa gan ar voualc’h a-raok an drask
An hini ’n deus ket a geuneud, ’c’hall mont da glask.


Ur pennad war-lerc’h, an drask hec’h-unan an hini a ganas :

Jobi, Jobi
Kas keuneud d’an ti
Erru zo amzer griz
Skilhoù berr, skilhoù hir ! Skilhoù hir, skilhoù hir !


Ha neuze e voe komprenet e oa ur goañv eus ar c’hrisañ o tont war-wel.
Glav-puilh a reas, skorn war ar marc’had, hag an erc’h ne voe ket pell o tont war-lerc’h. Chom a rae ar familh klenket er gêr, al loened er c’hraou, hag ar c’hazh n’houlle ket distokañ diouzh al ludu ken. Tremen a reas ur miz, daou viz, tri miz evel-se. Yenoc’h goañv ne oa ket bet biskoazh.

Erruet miz Meurzh, o welet na dommae ket an amzer, na ne astenne ket an deiz, e teuas ar soñj e penn an dud ne oa ket reizh-reizh an traoù. Dija ’oa ar gwez o vervel diwar re nebeut a heol ; ar marc’h glas ne save ket e lost ken*. Rouesaet e oa an evned ivez.

(* Ar marc'h glas ne save ket e lost ken : ne skarzhe ket an oabl ; chom a rae teñval.)

« Pasianted » a lâre an dud, « tremen a ray ar goañv. » Ya, met kaer ’oa gortoz ha gortoz, ha kaout pasianted, ne dremene ket. E miz Mae e oa krog ar boued da vankout e lec’hioù zo, kenkoulz d’an dud ha d’al loened, pa ’oa ket tu da gaout legumaj na da hadañ ed…


[05:28] Un devezh ma oa Ifig hag Ivonaig o-unan er gêr, e teuas ur rujodenn da glemm ouzh ar prenestr : « Riv, riv, riv ». « Riv » a lâre, ken truezus ar gwel diouti ken e oa laosket da zont e-barzh, ha roet un tammig soav dezhi d’he merenn. Lakaet e voe da dommañ e korn an oaled en ur banerig dousaet he foñs gant spoue, Ivonaig o wriat en he c’hichen. ’Benn ur pennadig goude he devoa adkavet he nerzh, hag e voe digoret dezhi.

Ne voe ket pell avat o tistreiñ. Stokañ ’reas ouzh gwer ar prenestr, evel ar wech kentañ. Met en taol-se e oa deut un dra bennak ganti : ur c’heotenn a ’r seurt n’o devoa ket gwelet biskoazh ; alaouret-tout e oa, gant un dakadenn glizh-arc’hant en he beg. Ar rujodenn a roas ar c’heotenn d’ar vugale, ha kerkent e oant kat da gompren ar pezh a lâre dre he c’han.

« Bremañ, » eme an evn, « pa ’m eus roet ar c’heotenn aour deoc’h, ec’h intentfet yezh an holl lapoused. »
« Trugarez dit avat, » eme Ivonaig, « met petra zo kaoz e roez anezhi dimp ? »
« Saveteet on bet ganeoc’h, » eme ar rujodenn, « ha gant se em eus soñjet e oa moaien din goull sikour diganeoc’h c’hoazh ur wech. Ezhomm hon eus* diouzhoc’h. »

(* E kornioù 'zo eus Breizh e vez lâret momp e-lec'h hon eus.)

« Piv ? »
« Ni, an evned tout. Evit an hañv. »
« Ne gomprenan ket, » eme Ifig.
« Ma, » eme ar rujodenn, « sur a-walc’h ’peus c’hoant goût petra ’zo kaoz n’eo ket deut an hañv en-dro ? »
« Te ’oar ? » eme ar vugale.
« Ya, » emezi, « ur gwallzarvoud zo en em gavet gantañ. »
« Ur gwallzarvoud ? »
« Ya, ordinal ec’h a an hañv gant ar gwennidelled pa lañsont kuit e fin ar bloaz, hag e tistro gante e miz Ebrel. Pezh a zo, evit ar bloaz, pa oant o tremen ’us d’ur c’hoad, disoursi ha dievezh ma oant, o deus laosket ar sac’h da gouezhañ. Met dindan e oa tud o tiskar ar c’hoad, hep teurel pled ouzh pezh en em gave dindan o bouc’hal — hag unan dioute en deus skoet ur pezh taol gant an hañv… »
« N’o devoa ket gwelet anezhañ ? »
« Nann, an digoaderien, te ’oar… Bepred o deus ranket ar gwennidelled distreiñ a-denn-askell da balez Roue an Evned, da glask pareañ an hañv. Kalz evned all zo aet di da sikour, met hini ebet diouzhimp n’eo deut a-benn da glozañ ar c’hloaz… »
« Ha petra a c’hallfemp-ni ober ? »
« Bremaik, » eme ar rujodenn da Ivonaig, « ’m eus gwelet ac’hanout o labourat gant un tammig houarn hag un neudenn… »
« Hañ, un nadoz, » eme Ivonaig. « O wriat e oan. »
« N’hallfec’h ket dont da… Penaos e lârez ? »
« Gwriat. »
« Da glask… ad… gwriat an hañv ? A-hend-all e vefomp c’hoazh mizioù o labourat warni — hag ar bed ne bado ket keit-se gant an anoued ! N’eus ket amzer da goll. »
« Ya, met ne oaran ket pelec’h emañ palez Roue an Evned ! »
« Deuit ganin d’ar c’hoad, » eme ar rujodenn.


[09:30] Hag int war he lerc’h betek ar c’hoad. Ennañ ’oa ar big ouzh o gortoz.
« A ! ’Benn ar fin ! » emezi. « Erru oc’h ! Krog ’oa da vezañ yen din dre forzh gortoz. »
« Ar big an hini a gaso ac’hanoc’h betek ar palez, » eme an evn bruched-ruz. « Gwelet a rafet, » emezañ, « un tammig torr-penn eo, bepred o ragachat, met jentil eo ken ec’h eo… »
« Brav a-walc’h eo se, » eme Ivonaig, « met ho palez n’emañ ket re bell emichañs ? Mamm ha Tad a vo nec’het ! »
« ’Rez ket gwad fall, » eme egile, « me ’zisplego dezhe. Kerzhit, bremañ ; prez a zo. Chañs vat ha kenavo ! »
Hag ar vugale en hent, da heul ar big.
Goude kerzhet ur pennadig, en em gavjont gant un drask vihan hag a gane :

’Teus ket a vutun ?
’Teus ket a vutun ?
Kae davit, kae davit, kae davit !
An hini gozh ’roio dit
An hini gozh ’roio dit.


« Reiñ peoc’h ’ta, genaouegez, » eme ar big dezhi, « te ’soñj dit eo poent butuniñ ? »
« N’eo ket se, » eme an evn, tres tristik warnañ, « met pa ganan ’vez un tammig tommoc’h din, ha n’anavan ken ’met ar son-mañ… »
Hag e krene gant ar riv, ken e tistagas ar big ur bluenn eus he c’hof, hag e roas anezhi d’an drask. Kerkent e troas ar bluenn en ur pallennig gloan marellet gant pikoù du da vont asambles gant kof an evnig, ha just-bras evel e vanke dezhañ d’en em lakaat dindan. « O ! Trugarez dit, » emezi.
« Ha n’eo ket fallgaloniñ, hañ ? » eme ar big. « Ni zo ’vont da gerc’hat an hañv. Kenavo ! »
Hag en hent, o-zri.
« Penaos ’teus graet, evit ar pallenn ? » eme Ivonaig.
« Hañ, hañ… » eme ar big. « ’M eus ket droed da zisplegañ deoc’h. » Met plijet-bras e oa gant ar goulenn. « Lakaomp em eus bet amzer da zeskiñ tammigoù traoù em buhez. »
« Hama ? » eme Ifig. « Ha ’tefe ket desket ur stumm bennaket all d’ober dimp nijal eveldout ? Buanoc’h ec’h afemp. »
Souezhet-bras ’oa an evn. « Petra, erru oc’h skuizh ? »
« Ya ’vat ! » eme ar vugale.
« Biskoazh kement-all, » emezi. « ’M boa ket soñjet en dra-se… » Chom a reas da brederiañ ur pennad. « Ya, tu zo… Sell, penaos e oa ? Hm… »
Juntañ a reas beg hec’h askell dehoù ha bizied he zroad kleiz en ur zistripañ latin, ha raktal e voe cheñchet… en un touseg tev.
« A, chaous ! » emezi. « N’eo ket se ! ’N em dromplet on. »
Klask a reas adarre, gant gerioù all. Ya, met ar wech-se e teuas da vezañ un olifant !
« Fidamdoustik ! » emezi. Krog e oa da goll hec’h oremus*. « Met petra ’oa, ’benn ’fin ? A, ya :

Alampadibadibadouch
Ar yar a gar he lapous
Alampadibadibadouchig
Ar yar a gar he lapousig


Se an hini eo ! » Ha raktal e teuas da vezañ bras, bras… brasoc’h evit ar vugale, ’barzh fin ar gont.

(* Krog e oa da goll hec'h oremus : krog e oa da ankouaat ar pezh a ouie, da veskañ pep tra.)

« Ale, deomp dezhi… War ma c’hein ! Ifig a-gleiz, Ivonaig a-zehoù ! »


[14:15] Hag e talc’he da nijal ha da nijal… Ar vugale a oa brav dezhe, en o c’hoazez war gein ar big, o sellet ouzh ar vro o tremen dindan o zreid. Ivonaig ’oa ’n em lakaet da c’hwitellat un ton seder.
« Oc’ho, » eme Ifig. « ’Teus ket klevet lâret :

Ur plac’h hag a c’hwitell, ur yar hag a gan
Troc’hañ o goûg dezhe, ha skeiñ ’nezhe en tan !
»

« Serr da veg, fri-mic’hi, » a respontas he c’hoar en ur c’hoarzhin, « c’hwitellat a rin ma ’m eus c’hoant d’ober, na petra ’ta ! »
« Hag e vo ar gwir ganit ’vat ! » eme ar big a oa o selaou.
« O, evit ober fent e oa, » eme Ifig…
« Ya, » eme ar big, « n’eus ket forzh ; n’eo ket bewech ar wirionez a zeu gant ar furnez eus ar bobl. Diwar ma fenn-me, na ve ken, nag a gozh kaozioù zo bet drailhet ! Soñj ’ta e vez lâret :

Pa groaz ar big en henchoù
Prestik e tremen an Ankoù


… pe c’hoazh e santfen ar marv ha me ’oar… Ha pa vefe gwir, n’eo ket me a zegas anezhañ bepred ! Añfin, d’an nebeutañ zo un dra vat gant ar c’hredennoù-se : pa savan ma neizh tost a-walc’h ouzh un ti, ne greder ket diskar anezhañ ken, gant aon e sachfen chañs fall war al loened…
“Diwall diouzh ar piged porzh” a lâront. N’eo ket me a rafe se, feiz nann ’vat ! Met a-drugarez d’ar gredenn e vezan laosket en peoc’h — setu n’an ket da zislâret, hañ ? Ha divinadelloù zo ivez diwar ma fenn — met ar re-se zo c’hwekoc’h ! Sell, da skouer :

Un ti uhel savet a zo priennet met n’eo ket razet, petra eo ? »

« Hmm… Lâr ’ta ? »
« Ma neizh ! » eme ar big.
« A ya ! Sell, anavout a rez homañ :

Petra a dap an hini a dap ur big ?

Digant hon eontr em eus klevet anezhi. »
« Evel-just !
Muioc’h a bluñv evit a gig.

Ha gwir a-walc’h eo se ! Penaos e c’halljen nijal evel ma ran ma vijen pounner ha lart ?

Ar big war ar gloued hag ar gloued a bleg, ar big war ar prad, ar prad war ar big, hag ar big a varv mik. ’Soñj ket deoc’h ?

Ya, met an hini a blij din ar muiañ eo ar pezh a vez lâret eus unan bennaket disto e benn : “aet eo e vlev gant ar big !” N’afen ket d’ober ul laeroñsi a-seurt-se, met brav e kavan honnezh memes tra ! »

[17:15] Ha mont, ha treuziñ ar c’hoad. Pa oant o nijal ’us d’ur prad, e klevjont a-greiz-tout ur vouezh o touiñ leoù :

Diu ! Diu ! Diu !

« Hopala ! » eme Ifig, « amañ zo unan hag a zo pe drouklaouen, pe desavet fall ! »
« An eil hag egile, » eme ar big. « An alc’hweder an hini eo. Gwechall e oa-eñ a gase an eneoù d’ar baradoz. Met kement a leoù fall en deus touet ken eo bet skarzhet eus e blas, ha lakaet sant Pêr en e lec’h. Hag abaoe e vez o klask distreiñ di. Selaouit ! »
An alc’hweder a oa o sevel uhel-uhel en ur ganañ :

Pêr, Pêr, Pêr, Pêr, Pêr,
digor din, digor din, digor din !
Biken ledoued na rin !


« Ha sant Pêr, » eme ar big, « a ra skouarn vouzar ; n’en deus na fiziañs na c’hoant da goll e blas ! »
O welet na zeue respont ebet, e tiskennas an evn en-dro en ur grial :

Diu ! Diu ! Diu !… Kouezhet en ifern.

« Paour-kaezh, » eme ar big. « Deomp pelloc’h. »


[18:45] Nijal a rae ar big ’us d’ar parkeier. Prestik ec’h eas an deiz war wanaat. Sklaer e oa an noz, ha yen-sklas. Ifig hag Ivonaig e oa ar wech kentañ dezhe bout o-unan er-maez d’an eur-se, ha goude ma oa ar big vras asambles gante, ne oant ket re fier evit afer-se. Bete-goût e teufe ul loen spontus bennak — ha ma ’n em gavfe ar pipistrell ? « Diwall Ifig pa ’c’h i da redell* / bezañ gwelet gant ar pipistrell » a lâre o mamm-gozh dezhe… Ha ma vefe ar gwir ganti ? A-greiz-tout e voe klevet ur c’hwitelladenn skrijus ; spouronet an daou vugel ken na grenent. Ma weljont ur pezh evn du ha vil, vil ken e oa ! o tostaat dioute e sklêrijenn al loar.

« Oc’hola, pig, » eme an evn, « da belec’h ’out ’vont ? »
« Salud, koukouweñv**, » eme ar big, ken sioul ha tra, « o vont da gerc’hat an hañv ’c’h omp. »

(* redell : redek.)
(** koukouweñv : un evn spontus ijinet gant an dud vras evit miret ar vugale da vont er-maez diouzh an noz.)

« Hag an daou-se ? Piv int ? Bugale ken yaouank-se a vefe dleet dezhe bout er gêr d’an eur-mañ ! »
« Ifig hag Ivonaig zo o tont asambles ganin da sikour pareat an hañv. Gouzout ’walc’h a rez penaos ’mañ kont en deizioù-mañ… »
Chom a reas ar goukouweñv da dortal ur pennadig. « Boñ, mat eo, met n’ez ket da lâret d’ar roue ’m eus laosket ar vugale da dremen ! Difennet eo din ! »
« ’Rin ket, prometiñ ’ran. Trugarez dit ha kenavo ! »

Ha da vont gant an hent adarre, o-zri, ken buan hag an avel yen.
« Piv ’oa honnezh ? » eme Ifig.
« Ar goukouweñv ? He micher eo spontañ ar vugale evit na chomfent ket re bell er-maez pa deu an noz. ’Ra ket droug ’bet dezhe gwech ebet, met ober ’ra aon dezhe. »
« Sur out ? »
« Ya, pa lâran dit. Ale, grit un tamm kousk bremañ, peotramant e vo deiz a-raok ’po kousket takenn ! »
Sentiñ a rejont — e gwirionez e oant brevet, ha kontant da gaout ur pennadig diskuizh.


[22:26] Dihunet e voent gant trouz ar gwagennoù ha c’hwezh an dour-sall. Erru e oant a-us d’un draezhenn. Biskoazh en o buhez n’o devoa gwelet ar mor.
« Pig, » eme Ivonaig, « peseurt stêr eo honnezh ? Na ledan eo ! »
« N’eo ket ur stêr eo, » eme ar big, « ar mor eo. »
« O vont da dreuziñ ar mor ec’h omp ? »
« Ya, met pas penn-da-benn. War un enezenn ’mañ palez ar roue — sell, hini ar ganaouenn :

’Barzh un enezenn ’kreiz ar mor (div wech)
Me ’moe laket ur yar en gor, àr vordig an dour lijer
Me ’moe laket ur yar en gor, àr vordig an dour
Seitek ui dezhi ’moe laket (div wech)
Triwec’h lapous din ’oe savet àr vordig an dour lijer
Triwec’h lapous din ’oe savet àr vordig an dour.


Kozh eo ar ganaouenn ken ’c’h eo cheñchet ar pozioù, met e gwirionez ec’h eo eus palez ar roue an hini ’oa anv e-barzh. »
« Met petra zo kaoz n’eo ket bet kavet gant den ebet c’hoazh ? »
« Ret eo kaout ar c’heotenn aour, ha kompren hon yezh evit gwelet an enezenn. Ale, bec’h dezhi ! »
Hag int da skeiñ war-zu ar mor.
Ne oant ket nijet pell c’hoazh ma weljont div skrevenn* :

— Me zo bet klañv ! Me zo bet klañv !
N’out ket deut da’m gwelet !**
— ’Ouien ket, ’ouien ket.
— Gouies, gouies, gouies !

(* skrev : amañ evit gouelan.)
(** da'm gwelet : al lenner a lavar da'm welet.)

O welet ar big o tont, e sioulajont un disterañ :
« Salut, pig ! O vont d’ar palez ’out ? »
« Ya ’vat ! » eme ar big. « O vont da lakaat an hañv en e blom en-dro, e-lec’h koll amzer da sachañ pluñv ma amezegez ! Ma ’c’h out bet klañv, ar bed zo un hanter glañvoc’h ! »
Hag e laoskas an div all, digor o begoù war nav eur*** ken ne gredent ket adkregiñ gant o riot ken.

(*** digor o begoù war nav eur : digor-frank o genoù gante.)


[24:56] « Pell eo ar palez diouzh an aod c’hoazh ? » a c’houlle Ivonaig.
« N’eo ket, » eme ar big. « A-hend-all n’hallfe ket tout an evned mont di. Start eo treuziñ ar mor, gouzout a rez, d’ul lapous koulz ha d’un den ! Klevet ’m eus lâret, da skouer, e oa deuet an houp hag ar gazeg-koad o-div asambles, gwechall-gozh, eus an tu all d’ar mor. »
« ’Vel ar sent kozh, sell, » eme Ifig.
« Just ! Paourkaezh kazeg-koad a gave diaes he jeu, me ’lâr dit. Skuizh e oa deut da vezañ ken e vane kousket a-wechoù, ha dañjer warni da gouezhañ en dour. Met an houp, pa wele he c’hompagnonez oc’h izelaat, a grie : « houp ! houp ! houp ! » a-benn dihuniñ anezhi. Sevel a rae ar gazeg-koad en-dro en aer, ha nijal ; met ne veze ket pell o pouezañ butun adarre, ma ranke an houp dihuniñ anezhi en-dro… hag evel-se e-pad ar veaj ! Hag abaoe e vez gwelet ar gazeg-koad, pa nij, o tiskenn hag o sevel prim. Tapet eo ar pleg ganti ! »

Gwir e oa ne oa ket pell an enezenn : buan a-walc’h e teuas war-wel. Ne oa ket gwall ledan, met goloet penn-da-benn a goadeier uhel ha kozh. Ma ’n em c’houlle ar vugale penaos e c’halle gwez a-seurt-se kreskiñ en desped d’an avel-vor, pa oa chomet daoubleget ha krazet gant an holen ar re o devoa gwelet war an aod.
« Ac’ha ! » eme ar big, « Roue an Evned n’eo ket forzh piv ! Pell zo ’n deus graet marc’had gant an Avel : desket hon eus dezhañ kanañ ha c’hwitellat, ha eñ eus e du ne deu ket da c’hwezhañ war hon rouantelezh, nemet un aezhennig flour a vefe. Ma, erru omp ! » Ha hi da ziskenn war-du an aod.
Goloet e oa an oabl. Gwelet a raent an holl skreved o tistreiñ d’an douaroù en ur grial : « Glav ! Glav ! Glav ! » Ha pa oant o vont e-barzh ar c’hoad, e teuas ur c’hefeleg d’o heul. « Bastik, » eme ar big, « se n’a ket d’ober ma jeu… »
« Petra zo ? » eme ar vugale.

« ’Mañ ar c’hefeleg o vont d’ar c’hoad
Glav kerkent beg e droad.


Hag ar skreved ’peus bet gwelet bremaik ne ’n em dromplont kammed a-fed amzer. Pezh a zo, keit ha ma ray glav, n’houllo ket ar gwennidelled lakaat beg o askell er-maez. »
« Abalamour da betra ? Ne vezont ket evit nijal pa ra dour ? »
« Geo, met n’eus c’hwibuenn ken en aer da zebriñ… Petra ’ri ! Ar re-se zo begoù-toull ! Añfin, n’eus mann ebet d’ober… » Hag en ur c’hrozmolat bepred, e teuas en-dro d’he ment orin. « D’ar palez, » emezi.


[28:38] Ar palez ne oa ket savet gant mein, met kizellet e-barzh kef ha brankoù un dervenn gozh, kozh-Noe ! Ken tev ken e vije bet posupl lojañ un tiegezh a-bezh e-barzh — ha c’hoazh kaout plas d’ober marchosioù. Savet ’oa neizhioù war pep brank, re uhel, re izel, darn gant plouz ha pri, darn gant pluñv ha keuneud. « N’eo ket vil, hañ ? Homañ eo koshañ dervenn ar bed, » eme ar big. Gwelet e veze e oa an hañv e-barzh : en delioù e oa, ha glas-teñval, kazi evel pa vije bet miz Gouere warni. Padal oa krog d’ober glav — takadennoù yen-skorn ha pounner. « Deomp da glask goudor, » eme ar big. Hag int dindan an dervenn, lec’h en em gavas prestik un toullad mat a evned all. Met pebezh spont pa weljont ar vugale !
« Bugale ! Amañ ! Piv ’n deus degaset anezhe ? Oc’h ober petra ’oa ar goukouweñv ! »
Ar mouilc’hi a grie forzh, hag al laouenan :

Fustañ, fustañ, fustañ
Ar vugale vihan, vihan, vihan, vihan,
Gant ur vazh tev, tev, tev,
’Giz ma gar !


Div vran, re gontant da gaout un digarez d’ober trouz, a goage :

Marv ! Marv ! Marv ! Marv !

Hag ar cholori a sachas evezh un tad-kozh pintig pounnerglev, hag a c’houlenne :

« Piv, piv, piv eo aet da Gemper hiu ? »

(Hemañ ne gomprene mann ebet eus ar pezh a c’hoarveze en-dro dezhañ, ha den ne selaoue anezhañ.)

« Serrit ho pegoù, pennoù-beuz ! » eme ar big dezhe. « Ifig hag Ivonaig o deus beajet betek amañ, n’eo ket evit ober droug dimp-ni nag evit klevet ho tiotajoù, met evit pareat an hañv ! » Gant ar barrad-mañ ’voe distanet pobl al lapoused, daoust ha ma talc’he ur pennglaouig bennaket gant e soroc’h :
« Memes tra… » eme unan dioute. « Klevet a-walc’h em eus bet digant ma zad-kozh bezañ disfiz diouzh al loened-se ! Eñ en devoa gwelet kalz dioute o tineizhañ, peotramant o laerezh hon uioù d’ober koñvers etreze. ’Hervez ’oa re ma familh e-touez ar re gaerañ ! “Ur bugel,” a lâre ma zad-kozh, “zo doan da gaout dirakañ kazi ’vel ’rak kazh pe gaerell !” Ha ma zad-kozh ’oa ket gaouiad ! »
« Ya, » eme Ifig, « met se zo traoù tremenet. Ni zo bet desket dimp-ni chom hep touch na tostaat zoken eus an neizhioù. »
« Gwir eo, » eme Ivonaig, « ha pas klask tapout hini ebet diouzhoc’h. An traoù-se zo diouzh ar c’hiz kozh. »
« Ya, ya, » eme ur golvan. « Met n’eus ket keit-se zo ’m boa klevet c’hoazh ur vamm o lâret d’he mab lakaat ur pokad holen war ma lost ’benn pakañ ac’hanon ! »
« Ale, » eme ar big, « ha paket out bet ? »
« N’on ket bet, evel-just… »
« Neuze ? » eme ar big.
Ar golvan ne rannas grik, kouezhet e lipenn war e lapenn*.
« Gwelet a rit ? » eme ar big. « N’oc’h ket o vont da gaout kaz dioute abalamour da dorfedoù o zad-kokan** ? » Ha d’ar vugale : « Deuit ’ta. Deomp da gaout hon roue. »

(* Kouezhet e lipenn war e lapenn : serret e c'henoù gantañ.)
(** Tad-kokan : tad-kuñv kozh.)


[33:06] Ret e oa ober tro an dervenn ’benn kavout dor ar palez — hini an traoñ d’an nebeutañ. Met o tiwall an nor-se e oa ur falc’hun, ha n’houlle ket leuskel ar vugale da zont e-barzh, kaer he devoa ar big ober gant he mouezh flourañ — hag ivez, war-lerc’h, gant anvioù-lapoused lipet : « Beg-glep ! Penn-stigner-lasoù ! (Homañ ’oa krisañ kunujenn al lapoused.) Pa lâran dit e teuont evit pareat an hañv ! Penn-peul ! »
Ar falc’hun a oa erru skuizh ganti : « Ma, » emezañ, « mont a refont e-barzh ma vez kavet unan dioute da ganañ war ma lerc’h ar pezh ’c’h an da ganañ :

« Ar voualc’h he deus kollet beg hec’h ivin
Beg hec’h ivin, hec’h ivinoù, he zreid,
he daoudroad, he gar, he divhar, he morzhed, he divorzhed, he c’hof, he lost, he c’hein, hec’h askell, he divaskell, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he daoulagad, he zeod hag he beg…
Penaos e ray ’vit kanañ, pa ’n deus teod ebet ?
»

« Fidamdoustik, » eme Ifig d’he c’hoar, « penaos ’vo graet ? »
« Me ’ya da lâret deoc’h, » eme ar big. « Mont a ra ar gerioù eus an traoñ d’ar c’hrec’h. N’eus ken ’met ober tro ur voualc’h, adalek beg hec’h ivinoù betek he zeod hag he beg. »
Ha gant se e voe dibunet ar ganaouenn evel e oa dleet, hag e voe ret-mat d’ar falc’hun lezel anezhe da zont e-barzh.

Bras e oa an nor evit reiñ tu d’un erer pe zoken d’ur morskoul da dremen, met ne oa ket bet soñjet er vugale, ma rankent mont war o c’hrabanoù. Ul laouenan, mevel ar roue, a gasas anezhe betek e vestr dre trepasoù ar palez. Kizellet e oa ar mogerioù penn-da-benn an trepas, hag al laouenan a oa stad ennañ o tisplegañ petra a gonte an tamm-mañ ’n tamm :
« A, homañ ! Homañ zo kizellet d’ar gaouenn ha d’ar paun. Ha kizellet brav, hañ ? Gant ampartañ kazeg-koad ar vro d’ar choulz-se — kar se ’oa pell zo ! D’ar c’houlz ma oa roet pluñv d’an holl lapoused. Ankouaet ’oa bet ar paun, ha chomet en noazh-pilh, me ’lâr deoc’h, ’rae ket e damm pabor evel e ra bremañ ! Ma oa aet da gaout hon roue da glemm — añfin, darn a lâr eo an Aotrou Doue e oa aet da welet, me n’ouzon ket… — ha hemañ en devoa respontet dezhañ mont da gestal bep a bluenn gant ar re all. Tout e oant kontant da reiñ unan pe div, nemet ar gaouenn n’houlle ket. Setu ’oa bet-hi kondaonet da glask he boued diouzh an noz, kuit da gaout darempred ebet gant an evned all. »
« Ar pezh n’a ket da gontañ deoc’h, » eme ar big, « eo e istor dezhañ. Lâret ’vez penaos en devoa tennet ur spernenn eus tal hon Salver ; abaoe en deus e veg stumm ur spernenn, hag ez eus* ur gurunenn aour brodet a liv du war e benn. Ar rujodenn a oa aze ivez, hag he devoa torchet e dal d’ar paour-kaezh, ma oa ruziet he bruched gant un dakenn eus e wad. Chit ! Tostaat a reomp… »

(* Ar stumm ez eus na vez ket implijet e lec'hioù zo ; a zo 'vez implijet en e blas.)


[37:18] Arru e oant dirak un nor vras. Div houp eus ar cheuc’hañ a oa o c’hortoz eno, prest da zigeriñ an nor. Ar vugale ’oa hast warne gwelet peseurt penn en devoa Roue an Evned. Ivonaig a soñje dezhi e oa marteze un erer pe un evn kaer eus ar broioù pell. Ifig a wele kentoc’h un alarc’h gwenn-kann. Met pa oant degouezhet er sal ne welent roue ebet.
Didrouz-kaer e oa an traoù, daoust ma oa un hanter-kant bennak a evned eno. Bodet e oant en-dro d’un neizh, o ! un neizhig brav, savet a-ratozh-kaer gant ar gwennidelled (a zo mestrezed war ar sevel-neizhioù) gant douar-pri, geot ha pluñv fin… Hag e-barzh an neizh e oa an hañv, gloazet. Ar big an hini a dostaas da gentañ :
« Hm ! hm ! »
An evned a droas o selloù war he zu.
« Erru on, » emezi. « Penaos ’mañ kont gantañ ? »
« Trist a-walc’h e jeu, » eme ur goulmig-klañvdiourez, tra ma stoue ar gwennidelled o fennoù.
« Me ’gav din ’m eus kavet an tu da bareat ar c’hloaz. » Ha hi ober sin d’ar vugale da zont.
« Tud adarre ! » eme ur c’hozh poñsin kazi dibluñv. « ’Soñj ket dit ’zo bet glac’har a-walc’h diwar dorn an dud ? Ne vezont ket evit harz da cheñch un dra bennak : diskar ar gwez, disec’hiñ ur c’heun, klask tennañ muioc’h, ha muioc’h c’hoazh eus an douar, louzañ betek an dour a evont hag an ed a zebront… Ha lazhañ, lazhañ… N’int ket evit lezel ar bed evel emañ, n’eo ket ur souezh e vefe ’n em gavet pezh ’zo ’n em gavet ! Ha da belec’h ec’h eomp gant ar pennoù-skañv-se ? Lâret ’m boa dit e oa gwelloc’h tremen hep daremprediñ an dud. »
« Ar re-mañ zo disheñvel. Sikouret eo bet ar rujodenn gante. Ha gouzout a reont penaos rentañ e yec’hed d’an hañv. » Chom a reas ar poñsin da brederiañ e-pad ul lajadig, en ur sellet pizh ouzh Ifig hag Ivonaig, hag ivez ouzh an hañv war e neizh. « Mat eo, » emezañ. « Deuit. »


[40:33] Tennañ ’reas Ivonaig he nadoz hag he c’hanellad neud eus he godell, hag e krogas raktal gant he labour gwrierezh. Sikour a rae Ifig da zerc’hel an danvez hañv bep a ’c’h ae war-raok nadoz he c’hoar, kraf ha kraf. Ne oa evn ebet a-gement na deue da sellet ouzh an abadenn ha pa lâran deoc’h e oant tout o sellet ! Ar re a oa er-maez zoken o devoa goulennet digant ar gazeg-koad ober toulloù e korz* ar wezenn, dezhe da spial penaos e tremene an traoù. « Memes tra, » eme ar gazeg-koad da gentañ, « koad-derv, koad-derv, me n’on ket kustumet da labourat war koad-derv ! » Aezet a-walc’h e oa bet dezhi koulskoude dont a-benn eus he zaol (lod a lâr e ra gant ur c’heotenn aour da labourat buanoc’h).
Ma ! M’ho peus c’hoant da glevet penn-da-benn ar pezh a c’hoarvezas neuze, ’po ken ’met goull gant unan eus ar re a oa o sellet — bepred, sur on e oa deuet an hañv e-barzh, a-benn un toullad eurvezhioù ; deuet ’oa al liv glas dezhañ en-dro, ha levenez ha c’hoarzh e-leizh war enezenn al lapoused ! « Arabat koll amzer bremañ, » eme ar poñsin, « tremen poent eo degas an hañv d’ar bed ! »

(* korz : rusk.)

« Met ar roue n’eo ket deuet, pelec’h emañ ? » eme Ivonaig.
’Peus ket bet gwelet biskoazh ur poñsin o vinc’hoarzhin — ma, Ifig hag he c’hoar, bepred, o devoa gwelet unan :
« Me eo Roue an Evned, » eme al lapousig. Sabatuet paotr ha plac’h.

Aozet e oa, en enor d’ar vugale, ur ganadeg vras gant kement evn a oa war an enezenn nemet an tad-kozh pintig, pa oa re vouzar evit kemer perzh ! Ragachat a rae ar c’hegined, tikal a rae ar mouilc’hi, grizinkal a rae ar gazeg-koad, grougousat a rae ar pichoned ; ha kan, ha richan ha piwik… Betek an hoper-noz, ar penn-kazh hag ar frizaer o devoa c’hoantaet kemer perzh, evite da vezañ hanter dallet gant gouloù an deiz.
An itron Big a reas ur wech c’hoazh he zamm sorserez evit kemer ar vugale war he c’hein, hag e oant loc’het tout asambles en un nijad — pig, paotrig, plac’hig, gwennidelled ha hañv. Ha c’hoazh, ’oant ket aet pell ma oa bet klevet ur vouezh o c’hervel a-dreñv o c’hein : « Hê ! Gortozit ac’hanon ! Gortozit ! » Ar goukoug an hini ’oa, a oa dleet dezhi ivez degouezhout asambles gant an hañv. Ken laouen e oa gant fin an trubuilhoù ken e torras o fenn d’ar re all e-pad ar veaj en ur ganañ

« Tokoù plouz ! Tokoù plouz ! Tokoù plouz ! »

hep tennañ hec’h alan pe dost, ha bepred war ar memes ton div notenn ; ma oa disammet an holl pa nijas kuit, ur wech erru er vro. « Ma n’eo ket ur sac’had lorc’h ! » eme ur wennidellenn. « Beg-prun ! Ha c’hoazh n’he deus goullet mevel bihan ebet ! Kozh laerez-neizh ! ».
« Sur ! » eme unan all. « Eüruzamant ’oa bet friket gant ur c’harrad foenn ar c’hentañ gwech ma oa deut amañ : abaoe e vez gwelet o skampañ kuit kerkent ha ma ’c’h a ar falc’h d’ar prad, hag e lez un tamm repoz dimp ! »

Piv ’oa aze o c’hortoz ar vandennad nemet ar rujodenn, ha ganti an tri c’hard eus lapoused ar vro. Lammikat a rae gant al levenez o welet ne zistroe ket ar big hag ar vugale o-unan.
« Deut oc’h a-benn, » emezi ! « Goût a raen e c’hallen kaout fiziañs ennoc’h ! Digoromp ar sac’h, buan ! » Ha kerkent en em ledas an hañv dre ar vro. Ha fest bras adarre, ha graet ton d’ar vugale gant al loened, sur ha n’eo ket marteze ! An eostiged a gane, ar milc’hwid a ziskane, tra ma oa ar beufoù o c’hoari taboulinoù gant eskern-kerez. Bet e oa ar rujodenn o kerc’hat an tad hag ar vamm, ma c’halljont dont en dañs ivez. Asantiñ a reas ar gaouenn gortoz fin an ebatoù a-benn mont da gerc’hat an noz — rak he micher e oa degas an deñvalijenn, bemnoz —, met pa oa o vont a-benn ar fin en em gavas gant ar c’hog ’oa o vont da gerc’hat an deiz nevez. « Tañpir, » emezi, « ’dalv ket ar boan din mont pa erruan ken diwezhat ! » Hag en devezh-se ne oa bet noz ebet !


[46:42] Un hanterlev bennak eus ti Ifig hag Ivonaig e oa daou vreur kozh o chom, Lan ha Loeiz o anvioù. Hag er beure-se, pa voe dihunet Lan gant ar c’hog, e welas e oa an heol o parañ en ti. « O, daonet e vin, » emezañ, « sur eo erru kreisteiz ! Ha n’on ket bet ’c’horo ar saout ! » E gwirionez ne oa ket nav eur c’hoazh, mes ret eo soñjal ne oa ket boaz hon den da welet an heol ken abred-se ken, war-lerc’h ur goañv c’hwec’h miz… Eñ da lammat e-maez e wele, hag e-maez an ti, prest da lâret e begement d’ar c’hozh kog-se evit bout bet kanet ken diwezhat ; met ur wech erru er porzh, e klevas ul loen, n’en devoa ket klevet pell ’oa, hag a rae :

« Koukoug ! Koukoug ! »

Ha eñ da redek e-barzh en-dro, da gaout e vreur a oa kousket c’hoazh :
« Loeiz ! Loeiz ! Sav ’ta ! Klevet ’m eus ar gougoug ! Distro eo an hañv ! Klevet ’m eus ar gougoug ! »

« Gaouiatañ den a zo partout
Eo ’n hini ’glev da gentañ ar goukoug,
»

eme e vreur.

« Gaouiatañ den zo ’barzh an ti
A wel da gentañ gwennili !
»

« Ma lez da gousket ! »
« N’eo ket gaou a lâran, m’en tou dit ! Sav hag e weli ! »

Pa oa savet Loeiz e welas a-walc’h e oa deuet ar wirionez gant e vreur. Nijal-dinijal a rae ar gwennidelled en-dro d’ar c’harrdi. Ar yar a oa erru tomm dezhi dija, hag e c’houlle :

Kozh kozh kozh kozh tog ma zad !

An uiig, seder ’vel pemp gwenneg war e vrank, a estlamme :

Dir, dir, dir pa na dorr !
’Dorr ket, dorr ket, dorr ket !


E pep gwezenn e tigore broñsoù, ha bokidi er pradeier — a-boan ma vane c’hoazh ur poullad erc’h teuzet en un douflez bennak, tra ma kane ar goukoug a-bouez he fenn, tostik-tost ha kuzhet koulskoude, evel m’eo kustum ober. Ha Loeiz ha hastañ betek ti e amezeien, tud Ifig hag Ivonaig. War e hent e kleve ar voualc’h o kanañ :

Tri miz, teir ’zhun ha tri devezh
Ne gaven buzhugenn ebet
Bremañ e kavan ’leizh ma beg
’Leizh ma beg ! ’leizh ma beg !
Reoù dev ! Reoù dev !
Tev tev tev !
Ken tev ha ma morzhed
Hep bezañ re jenet !


« Gwelet ’peus ? » eme Loeiz d’an tad ha d’ar vamm pa welas anezhe. « Distroet eo an hañv ! »
« Ya, ha pell eo bet ret mont da gerc’hat anezhañ ! » eme ar vamm.
Loeiz a soñje dezhañ e oa-hi oc’h ober fent, hag e respontas en ur c’hoarzhin :
« Ya, betek ma pado ! Ma, me zo ’vont da hadañ ma farkad lin, hañ :

Pa ’n em gav ar goukoug e-barzh ar vro,
Eo poent hadañ al lin hag ar c’hanaboù !


Ale, kenavo ! »


[49:55] E-pad keit-se e oa Ifig hag Ivonaig er prad, asambles gant ar big hag ar boc’hruz. Ur pichon ’oa o paouez ’n em gavout ; diskennet e oa da drugarekaat ar vugale hag an daou evn : « Eüruzamant ’oac’h aze, » emezañ. « Tout e oamp war yun, ma familh ha me — ’kichen bremañ ’vo ed dindan berr amzer, hag e vin kat da ganañ ma son da goulz an eost :

Rou, rou, rou, rou
Gras Doue zo bras
Leun eo ma c’hof ha manet c’hoazh !
Ma ’m bije bet ur c’hodell, ur c’hodell, ur c’hodell,
Da lakaat an toaz !
»

Ha c’hoarzh gante tout, nemet Ivonaig a seblante prederiañ :
« Rujodenn, » emezi, « petra ’c’heomp d’ober gant ar c’heotenn aour ? Bremañ p’emañ deuet an traoù en o flas en-dro e ranki adkemer anezhi marteze… »
« Hag ankouaat ac’hanoc’h, goude ar pezh ’peus graet evidomp ? ’Rin ket ’vat ! Kavet ’m eus daou gamarad eus ar c’hentañ, ha n’on ket en sell da goll anezhe ! »
« Na me ivez, » eme ar big. « Dalc’hit soñj ’vefet deuet-mat pa garfet war enezenn al lapoused. »
« ’C’h an da lâret deoc’h, » eme ar rujodenn. « N’eo ket hepken lezel ar c’heotenn ganeoc’h an hini ’vo graet : aotre ’m eus bet digant ar roue da zeskiñ tammoù eus hon skiantoù deoc’h… »
« Ya, » eme ar big, « hag evel-se e c’hallfomp gwelet asambles petra ober evit m’en em glevo gwelloc’h an dud hag an evned — mag oc’h kontant, evel-just. »
« Kontant omp, sur, » eme ar vugale.
A-greiz-tout e tegouezhas ur bitrakig-lann :

« ’Peus ket klevet ? ’Peus ket klevet ? »

emezañ, stad ennañ ken e fistoule. « Dimezet eo al laouenan ! Pedet omp tout d’an eured, ha c’hwi ivez, » emezañ d’ar vugale. « A, pebezh friko ’c’h a da vezañ !

« Traoù fritet ! Traoù fritet ! »

Mont a rejont tout d’an eured — ur pezh fest e oa, hag a badas tri devezh. Tad-kuñv ma zad-kuñv ’oa eno ivez : o tremen e-biou d’an dachenn e oa p’en devoa klevet c’hwezh ar friko ; tostaet e oa, dousik, hag en devoa gwelet. Ha diwar pezh en devoa gwelet en devoa savet ur son ; mab-bihan e vab-bihan a gane anezhi d’e vab-bihan, ha setu penaos e oaran-me piv ’oa deuet da eured al laouenan, ar bloavezh m’o devoa ranket Ifig hag Ivonaig mont da gerc’hat an hañv e palez Roue al Lapoused.

’Mañ lost ar big war an drezenn
Setu echu ma c’hontadenn.
’Mañ lost ar big war ar bod glas
Ma ’m be goaret ’m boe kontet c’hoazh.



Mont da selaou ar ganaouenn Eured al laouenan kanet gant Marthe Vassallo