Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Enez-Sun : ar vuhez gwechall

Gant François Spinec
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Penaos e oa ar vuhez war an enezenn 100 vloaz zo, war-dro ar bloavezhioù 1900, penaos e oa ?

– Da neuze an dud a veve ken gant ar beskerezh. Soude a raent, e vezent o tastum teil en aochoù evit sec'hañ ha goude-se e veze devet evit ober soude hag ar soude-se e veze gwardet, setu an dra-se a oa labour ar merc'hed hag ar gwazed neuze a veze e vor. Peogwir evit gwardañ ar pesked ne veze ket skorn da neuze evit skorniñ ar pesked e ranker mont da Gwaien pe da Douarnenez pe da lec'h all suivant an avel peogwir da neuze ar bagoù a navige a lien. Me 'meus klevet ma dad o lavaret suivant an avel eh beñ e yeer da Vrest da wardañ pe da Gwaien pe zoken d'ar Gelveneg pe da Concarneau betek Concarneau peogwir evit dastum boued evit boueta ar paneroù e ranker mont da zastum kourneg ha da neuze yae ken ar chaluterien e veze skornet e ranker mont betek Concarneau da zastum… setu e veze graet suivant an avel met da neuze an amzer ne gonte ket, e c'hallent lakaat eurioù evit mont ha dont deus a ul lec'h. N'eo ket memestra e-giz bremañ, bremañ e rankfer ober tout er memes eur, 'ya ket morse buan a-walc'h met da neuze an dud a rae gant ar pezh ma oa da vont.