Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Enez-Sun : ar vicher a besketour

Gant François Spinec
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– François e pelec'h oc'h ganet neuze ?

– Me zo ganet en Enez Sun, e miz C'hwevrer er bloavezh 1946.

– Ha peseurt micher ho peus graet ?

– Micher, pesketour, on bet er skol en Enez Sun evel just ha da neuze e ranker kaout ur certificat d'études evit mont d'ar skol evit bezañ martolod. Setu e-lec'h mont da lec'h all da studial on chomet da c'hedal kaout ma certificat d'études e ranker kaout pevardek vloaz evit mont d'ar skol, d'ar skol evit bezañ martolod. Setu on bet tri bloaz er memes skol o teskiñ atav memestra evit gedal kaout ma damm certificat d'études, ha pa'm eus bet ma certificat d'études da bevardek bloaz on bet d'ar skol da Gwaien evit deskiñ bezañ martolod ur bloavezh ha setu aze e veze desket ober pas ken skoulmoù met e veze desket an navigasion ha leun a draoù all e veze desket deomp, labourat ar c'hoad, labourat an houarn, ar forj, e veze desket deomp kanañ, bremañ mendare n'ouzon ket bez' vez desket c'hoazh kanañ d'ar vugale, met deomp e veze desket kanañ, enfin p'az toa paseet bloaz er skol-se e veze roet dit da CAM, certificat d'apprentissage maritime, ha setu 'z oa droad mont da navigañ, setu me moa pemzek bloaz, setu meus komanset e-giz mous ha me hag am moa atav c'hoant bezañ pesketour, setu e oan aet d'ar vourzh gant va dad gant va eontr ha me ne welen ket an traoù egiste, i ne gavent nemet mod kozh ha me am boa c'hoant kaout muioc'h a banieroù, muioc'h a farjoù, muioc'h a rouejoù, anfin cheñch leun a draoù ha setu an traoù ne yeent ket setu peogwir e veze chikan etre me ha ma dad, meus lavaret dezhe peogwir evel-se eo me zo 'hont da skrivañ evit mont da navigañ, setu ma'm boa skrivet an devezh war-lec'h am boa resevet un telegramm diouzhtu evit ambarkiñ ha da neuze oa ket chomage da neuze e-giz ma vez lavaret plein emploi ha setu 'meus en em gavet e bourzh ur paquebot e-giz mous ha mam boa met pemdek bloaz ha goude-se goude ur paquebot meus graet ur bananier, neuze 'meus graet cargoioù, on bet war ur petrolier betek ma 20 vloaz, betek ma servij on chomet da navigañ met atav gant an ide bezañ pesketour ha goude va servij neuze em eus kemeret en-dro ar vicher pesketour hag aze da 23 bloaz 'meus kemeret bag va dad hag aze on deut patrom ar vag hag aze abaoe on pesketour.