Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Perak eo du da c'henoù ? (rimadell)

Gant Mona Bouzec ha Yann-Fañch Kemener
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell hengounel.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Perak eo du da c’henoù ?
– Gant ar mouar eo du.
– Pelec’h emañ ar mouar ?
– War an drez emañ ar mouar.
– Pelec’h emañ an drez ?
– War ar c’hleuz emañ an drez.
– Pelec’h emañ ar c’hleuz ?
– War ar menez emañ ar c’hleuz.
– Pelec’h emañ ar menez ?
– Dindan an erc’h emañ ar menez.
– Pelec’h emañ an erc’h ?
– Teuzet gant an heol.
– Pelec’h emañ an heol ?
– E-barzh ar mor da guzhat,
Ma ne gredit ket, kit da welet.