Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar roue hag ar rouanez (rimadell)

Gant Marthe Vassallo
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell hengounel.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ar roue hag ar rouanez
O-daou o tennañ panez
Ar panez a oa hir ha kaer
A oa aet gant al laer.
Al laer a oa fin
A oa aet da evañ gwin.
Ar gwin a oa tomm
En doa skoet da benn ar bolom.
Ar bolom a oa mezv
A oa kouezhet war an oaled.
An oaled a oa mein
En doa torret e gein.
E gein a oa kig
A oa aet gant ar big.
Ar big a oa du hag en doa dozvet un û
An û a oa melen
A oa lakaet war ma c’hrampouezhenn.
Ma c’hrampouezhenn a oa mat
Am boa roet da ma zad
En doa kavet anezhi mat.