Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Alo, itron Mao ! (rimadell)

Gant Daniel Carré
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Jakez ar Born.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Alo, itron Mao,
Warc’hoazh ’vo barradoù glav !

Alo, itron ar Rouz,
Warc’hoazh ’vo amzer lous !

Alo, itron Puilh,
Warc’hoazh ’vo dour-puilh !

Alo, itron Malegol,
Warc’hoazh ’vo avel diroll !

Alo, itron ar Gall,
Warc’hoazh ’vo amzer fall !

Neuze, an itron Mahe,
’Chomo en he gwele !