Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar mizioù (rimadell)

Gant Annie Ebrel
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Maryvonne Berthou.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

E miz Genver,
Kouignenn ar rouantelezh a zebrer.

E miz C’hwevrer,
Klañv-mat e vezer.

E miz Meurzh,
Ne’m eus ket a nerzh.

E miz Ebrel,
Ar vakañsoù ’maint ket pell.

E miz Mae,
Sul ha gouel bemdez.

E miz Even,
E pakan poan-benn !

E miz Gouere,
Bec’h d’an hunvre !

E miz Eost,
Ar mor zo tost !

Met e miz Gwengolo,
Ar skol a grogo.

E miz Here,
Labour adarre.
Re zo re !

E miz Du,
Teñval ha du.

Met e miz Kerzu,
Gouloù a bep tu.

Hag ar bloavezh
Echu diouzhtu.