Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Deus amañ (rimadell)

Gant Nolùen ar Buhe
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Jean-Claude Le Ruyet.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Deus amañ, aval fresk,
Deus dousik e ma dorn.
Deus amañ, aval fresk,
Da voud poazhet er forn.

Deus amañ, perenn vras,
Deus dousik ganin-me.
Deus amañ, perenn vras,
Da voud ma merenn-me.

Deus amañ, prunenn c’hlas,
Deus dousik em faner.
Deus amañ, prunenn c’hlas,
Koñfitur ’vo er gêr.

Deus amañ, pechenn zous,
Deus dousik e ma beg.
Deus amañ, pechenn zous.
Dav eo bout kalonek !