• Gant Daniel Carré ha Sulian Le Bozec
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Maryvonne Berthou.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
– Pelec’h eo bet kuzhet va morzhol
Va morzhol din-me ?
– Ma ne gavez ket da vorzhol,
Da vorzhol dit-te,
Goulenn digant da vab Paol.
– Pelec’h eo bet kuzhet va zurkez
Va zurkez din-me ?
– Ma ne gavez ket da durkez,
Da durkez dit-te,
Goulenn digant da vaouez !
– Pelec’h eo bet kuzhet va heskenn,
Va heskenn din-me ?
– Ma ne gavez ket da heskenn,
Da heskenn dit-te,
Goulenn digant da verc’h Rozenn !
– Pelec’h eo bet kuzhet va zoullerez,
Va zoullerez din-me ?
– Ma ne gavez ket da doullerez,
Da doullerez dit-te,
Goulenn digant da vamm gaezh !
– Pelec’h eo bet kuzhet va zachoù
Va zachoù din-me ?
– Ma ne gavez ket da dachoù
Da dachoù dit-te,
Goulenn digant tonton Laou !