• Gant Jakez ar Born
• Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)
Kanet gant Jakez ar Born, tennet eus ar bladenn Alato.
Ur ganaouenn savet e 1997 evit ar pezh-c'hoari Gwilhoù ar Bleiz. Komzoù : Goulc'han Kervella ; sonerezh : Jakez ar Born.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Me eo ar bleiz diwezhañ
A zo e Breizh o vevañ
Ar re all zo bet paket,
Barnet, krouget ha devet.
Tamallet ’oa bet outo
Lonkañ holl deñved ar vro
Gwashañ ’zo bugaligoù
Mammoù kozh ha merc’hedigoù.
Brasoc’h, gwashoc’h tamalloù
Ar bleiz, mevel an diaouloù
’Gas d’ar sabad ar sorserien
Ar bleiz, genoù an ifern.
Brasoc’h tamall ’oa c’hoazh
Kas ar bed war an noazh
Lonkañ an heol hag al loar
Ankoù, mestr war an douar.
’Vito ’z eus stignet pezhioù
Lasoù-krog, graet toulloù
’N o c’hig lakaet arsenik
Ha striknin en o lambig.
Tud yudas dre ar c’hoadoù
Ganto a bep seurt armoù
Roet dezho arc’hant hag aour
’Vit pakañ al loened paour.