Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Bras a-walc'h ! (rimadell)

Gant Maodez Robin ha Marie Kermarec
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Maryvonne Berthou.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Mamm, mamm,
Lak va dilhad din !
– Ne rin ket, ne rin ket,
Ne lakin ket da zilhad dit,
Bras a-walc’h out bremañ !

– Mamm, mamm,
Lak va botoù din !
– Ne rin ket, ne rin ket,
Ne lakin ket da votoù dit,
Bras a-walc’h out bremañ !

– Mamm, mamm,
Lak va mantell din !
– Ne rin ket, ne rin ket,
Ne lakin ket da vantell dit,
Bras a-walc’h out bremañ !

– Mamm, mamm,
Ne fell ket din bezañ bras a-walc’h !
Chom bihan a fell din !
Ha bezañ moumounet ganit, Mammig.