Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Lagad an heol (Anjela Duval, barzhoneg)

Gant Yann ar Gwenn
Tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval

Barzhoneg skrivet e 1964.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Heol ! Perak out ken diwezhat o tiblouz ?
Ha perak eo ken ruz da lagad ?
Ha bet ac’h eus en noz‑mañ ur gwall‑hunvre,
en deus graet dit leñvañ dre da hun ?

– Na hun na hunvre na fall na mat.
Beilhet am eus an noz‑pad...
Tra ma kouske ar c’hornôg dibled war ludu louet e lore
me ’m eus graet tro an Douar.
Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon.
Gwelet ’m eus tud o vervel gant ar riv.
Gwelet tud o vervel gant an dic’hoanag.
Gwelet am eus tud o lazhañ tud, breudeur o ’n em dagañ.
Gwelet ’m eus pobloù mac’het.
Gwelet ur penntiern meur (1) o kouezhañ dindan boled ur foll.
Gwelet forzh tud o leñvañ :
Ha chomet on bepred digas...

Gwelet ’m eus, avat,
Tud o c’hoarzhin goap ouzh ar re zo er boan,
Ouzh ar re zo en dienez
Ouzh ar re zo dindan ar yev.

Ha neuze am eus ranket leñvañ
Ma’z eo ruz c’hoazh va lagad.

– Heol ! Sec’h bremañ da zaeroù !
Mor‑Breizh, emberr, a vo dous
Da’z lagad ruz hag entanet...

(1) Amañ ez eus anv eus ar prezidant J.F. Kennedy.