Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Goueleni Breizh (Anjela Duval, barzhoneg)

Gant Matis Coupé
Tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval

Barzhoneg skrivet e 1978.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Gwelit en oabl a‑us d’ar porzh
Tri gouelan o krial forzh.
O tarnijal en avel foll
Perak n’eus nemet tri en holl ?
Tri, n’eo ket diaes o c’hontañ
Dec’h ’oa c’hoazh outo ouzhpenn kant !

– Perak e ouel ar goueleni ?
O treiñ ’us d’ar porzh, ’us d’an ti.
– O ya, me oar, al lanv du
Laboused marv a bep tu.
O divaskell ’n o c’horfoù peg
Ur berad gwad e korn o beg !

– Gouelañ ? Pe fuc’hañ e gounnar ?
Leñvañ ? Pe guzhañ e c’hlac’har ?
P’emeur labous pe beizant
Pep unan ’n deus e santimant.
... Ar bihan gant ar bras gwasket
Eus an derou da fin ar Bed ?