Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Anjela Duval : anv da zimeziñ

Gant Bastian Gwilhou
Tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Anjela Duval he deus dibabet chom he‑unan da zerc’hel douar e Traoñ an Dour. Meur a baotr yaouank o doa klasket tostaat ouzh Anjela. Unan dioute nemetken en doa gouezet gounit he c’halon. War‑nes dimeziñ e oant hag a‑benn ar fin n’o doa ket graet. C’hoant en doa ar paotr yaouank da chom martolod ha beajiñ war ar mor bras hag Anjela ne felle ket dezhi kuitaat he menaj e Traoñ an Dour.

« Rak siwazh, an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan.
Eñ na gare nemet ar c’hêrioù
Ar morioù don, ar broioù pell.
Ha ne garen ’met ar maezioù
Maezioù ken kaer Breizh‑Izel. »
(Karantez vro)