Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Matilin an Dall (kanaouenn)

Gant Yann-Bêr Premel
Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)

Kanet gant Yann-Bêr Premel. Akordeoñs gant Michel Kermarec.
Ur ganaouenn bet skrivet gant ar beleg Jean Quéré (1825-1898). Ne ouezer ket re pegoulz eo bet skrivet, lod a lavar a-raok marv Matilin ha lod all a lavar eo bet skrivet diwezhatoc'h. Embannet eo bet evit ar wech kentañ e 1881. Kanet e vez atav hirio an deiz gant al lazoù-kanañ pe er festoù-noz.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Diskan
Me eo Matilin an Dall
Ar bombarder laouen
A laka ’n dud da zañsal
Diwar va barrikenn :
Un taol sut ! Ha souden
Paotred skañv d’an abadenn
Ur bomm sonn ha raktal
Paotred o fringal ! Ge !

Breizhiz, va c’henvroiz karet,
Hirio siwazh me a zo kozh
Nag a bet gwech em eus sonet
Da zañsal en deiz hag en noz,
Ha mar plij gant santez Anna
E klevoc’h c’hoazh war an dachenn
Son skiltrus va bombard velen
O lakaat tud hor Breizh da dridañ.

Yaouank e kollis ar gweled
An eostig, ma lavarer mat,
A gan flouroc’h en e gaoued
Pa vez dallet e zaou lagad.
An dall a gêrig Kemperle
En e lochenn war ribl an dour
Evel an eostig a son flour
Etre an Izol hag an Ele.

Yannig ar Chapel em c’hichen
A c’hoari gant e vinioù
Dreist-holl pa sun bord e werenn
Evit souplaat e vuzelloù.
Nag eñ a sko, Yann va c’homper
Gant e sonerezig lirzhin
Ha d’e heul pa sko Matilin
Eo fars gwelet penaos e fringer.

Hervez Jean Quéré, 1825-1898